2 Tesalonikiz 1
1
Pennad 1
1Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: 2Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Trugarekadenn ha pedenn
3Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile, 4en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizoù Doue, abalamour d’ho pasianted ha d’ho feiz en hoc’h holl heskinoù hag er c’hlac’haroù a c’houzañvit, 5ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c’houzañvit poan eviti. 6Rak reizh eo dirak Doue ma rentfe ar glac’har d’ar re ho klac’har, 7ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan, 8evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist. 9Gouzañv a raint o c’hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c’halloud, 10pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h. 11Dre-se ivez e pedomp dalc’hmat evidoc’h, evit ma kavo hon Doue ac’hanoc’h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc’hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz, 12ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.
Currently Selected:
2 Tesalonikiz 1: Koad21
Highlight
Copy
Compare
Share
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in