YouVersion Logo
Search Icon

1 Tesalonikiz 5

5
Pennad 5
Beilhomp
1Diwar-benn an amzerioù hag ar pennadoù, n’eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, breudeur, 2gouzout mat a rit hoc’h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. 3Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket. 4Met c’hwi, breudeur, n’emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc’h evel ul laer, 5c’hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N’omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn. 6Na gouskomp ket eta evel ar re all, met beilhomp ha bezomp dilontek. 7Rak ar re a gousk a gousk en noz, hag ar re en em vezv en em vezv en noz. 8Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh. 9Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist, 10eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ. 11Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.
Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ
12Ho pediñ a reomp, breudeur, da anavezout ar re a labour en ho touez, a evesha warnoc’h hervez an Aotrou hag ho kelenn, 13ha da gaout evito ur garantez vrasoc’h abalamour d’o labour. Bezit e peoc’h etrezoc’h. 14Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl. 15Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl. 16Bezit laouen bepred. 17Pedit hep paouez. 18Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver. 19Na vougit ket ar Spered. 20Na zisprizit ket ar profediezhoù. 21Amprouit pep tra, dalc’hit ar pezh a zo mat. 22En em virit diouzh pep doare a zroug. 23Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist. 24An hini en deus ho kalvet a zo feal hag a raio kement-se. 25Breudeur, pedit evidomp. 26Saludit an holl vreudeur dre ur pok santel. 27Hoc’h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d’an holl vreudeur santel. 28Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.

Currently Selected:

1 Tesalonikiz 5: Koad21

Highlight

Copy

Compare

Share

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in