2 Tesalonikiz 2
2
Pennad 2
Donedigezh an Aotrou hag emziskouez mab ar gollidigezh
1Diwar-benn donedigezh Jezuz-Krist hag hon unaniezh gantañ, e pedomp ac’hanoc’h, breudeur, 2n’en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec’het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist. 3Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh, 4an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue. 5Ha n’hoc’h eus ket soñj em eus lavaret an traoù-se deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h? 6Bremañ gouzout a rit petra a harz outañ, evit ma n’en em ziskouezo nemet en e amzer. 7Rak mister an direizhder a labour dija, o c’hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ. 8Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh. 9Emziskouez an hini fallakr-se a c’hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos, 10ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n’o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet. 11Dre-se Doue a gaso dezho un nerzh a errol, evit ma kredint er gaou, 12evit ma vo kondaonet ar re holl n’o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder.
Dalc’hit start
13Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez. 14Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc’h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist. 15Dre-se, breudeur, chomit start ha dalc’hit ar gelennadurezh hoc’h eus resevet dre gomz pe dre hol lizher. 16Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat, 17ra frealzo ho kalonoù ha ra greñvaio ac’hanoc’h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.
Currently Selected:
2 Tesalonikiz 2: Koad21
Highlight
Copy
Compare
Share
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in