YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 48

48
Pennad 48
Bennozhioù Jakob da vibien Jozef, Efraim ha Manase
1Goude an traoù-se, e c'hoarvezas ma voe lavaret da Jozef: Setu, da dad a zo klañv. Neuze e kemeras e zaou vab gantañ, Manase hag Efraim.
2Roet e voe kement-se da anavezout da Jakob, o lavarout dezhañ: Setu, da vab Jozef a zeu da'z kavout. Neuze Israel a zastumas e nerzh hag a azezas war e wele.
3Jakob a lavaras da Jozef: An Doue holl-c'halloudek en em ziskouezas din e Luz, e bro Ganaan, hag a vennigas ac'hanon.
4Lavarout a reas din: Setu amañ, e lakain ac'hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoù, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken.
5Bremañ, da zaou vab ganet dit e bro Ejipt a-raok ma'z on deuet da'z kavout en Ejipt, a vo din. Efraim ha Manase a vo din, evel Ruben ha Simeon.
6Met ar vugale az po war o lerc'h a vo dit, galvet e vint dre anv o breudeur en o hêrezh.
7Evidon-me, pa zistrois eus Paddan, Rachel a varvas em c'hichen e bro Ganaan, en hent pa oa c'hoazh ur pennad d'ober kent erruout en Efrata. Hag e sebeilhis anezhi eno war hent Efrata, a zo Betlehem.
8Israel a welas mibien Jozef hag a lavaras: Piv eo ar re-mañ?
9Jozef a respontas d'e dad: Va mibien int, en deus roet Doue din amañ. Neuze e lavaras: Degas anezho din, me az ped, evit ma vennigin anezho.
10Daoulagad Israel a oa pounneraet gant ar gozhni ha ne c'helle ken gwelout. O lakaat a reas da dostaat outañ, hag e pokas dezho hag o briatas.
11Israel a lavaras da Jozef: Ne soñjen ken gwelout da zremm ha setu, Doue en deus roet din zoken gwelout da lignez.
12Jozef o zennas diwar e zaoulin hag a stouas e zremm d'an douar.
13Neuze Jozef o c'hemeras o-daou, Efraim ouzh e zorn dehou en tu kleiz d'Israel, ha Manase ouzh e zorn kleiz en tu dehou d'Israel, hag o zostaas outañ.
14Israel a astennas e zorn dehou hag e lakaas war benn Efraim an hini yaouankañ, hag e zorn kleiz war benn Manase. Lakaat a reas evel-se e zaouarn gant anaoudegezh vat rak Manase a oa ar c'hentañ-ganet.
15Hag e vennigas Jozef, o lavarout: Ra zeuio an Doue ma kerzhas va zadoù Abraham hag Izaak dirazañ, an Doue hag a zo bet va mesaer adalek ma oan betek hiziv,
16ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!
17Jozef a welas penaos e lakae e dad e zorn dehou war benn Efraim hag en doe displijadur. Kregiñ a reas e dorn e dad evit e zistreiñ diwar-benn Efraim war benn Manase.
18Jozef a lavaras d'e dad: Nann evel-se, va zad, rak hemañ eo ar c'hentañ-ganet, laka da zorn dehou war e benn.
19Met e dad ne reas ket, o lavarout: Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eñ ivez a zeuio da vezañ ur bobl, eñ ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc'h egetañ hag e lignez a vo un engroez a vroadoù.
20En deiz-se, e vennigas anezho hag e lavaras: Israel a vennigo drezout, o lavarout: Doue da'z rentañ evel Efraim hag evel Manase! Lakaat a reas eta Efraim a-raok Manase.
21Israel a lavaras da Jozef: Setu, ez an da vervel met Doue a vo ganeoc'h, hag e tistroio ac'hanoc'h da vro ho tadoù.
22Roet em eus dit ul lodenn muioc'h eget da'z preudeur, an hini am eus kemeret eus dorn an Amoreaned gant va c'hleze ha va gwareg.

Currently Selected:

Geneliezh 48: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy