YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 47

47
Pennad 47
Tiegezh Jakob e bro C'hoshen
1Jozef a yeas hag a gomzas da Faraon, o lavarout: Va zad ha va breudeur, gant o deñved hag o ejened ha kement a zo dezho, a zo deuet eus bro Ganaan ha setu, emaint e bro C'hoshen.
2Kemer a reas pemp den a-douez e vreudeur hag o c'hasas dirak Faraon.
3Faraon a lavaras d'e vreudeur: Peseurt micher hoc'h eus? Respont a rejont da Faraon: Da servijerien a zo mesaerien, evel ma'z eo bet hon tadoù.
4Lavarout a rejont da Faraon: Evit chom er vro ez omp deuet, n'eus ken a beuriñ evit loened da servijerien rak an naonegezh a zo bras e bro Ganaan. Lez eta da servijerien da chom e bro C'hoshen.
5Faraon a gomzas da Jozef, o lavarout: Da dad ha da vreudeur a zo deuet da'z kavout.
6Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellañ lec'h eus ar vro. Ra chomint e bro C'hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezho da bennoù tropelloù war ar pezh a zo din.
7Neuze Jozef a zegasas Jakob e dad hag a ambrougas anezhañ dirak Faraon. Ha Jakob a vennigas Faraon.
8Faraon a lavaras da Jakob: Da begement ez a an niver eus deizioù bloavezhioù da vuhez?
9Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.
10Jakob a vennigas Faraon, ha goude ez eas kuit a-zirak Faraon.
11Jozef a ziazezas e dad hag e vreudeur hag a roas dezho un dalc'h e bro Ejipt, er gwellañ lec'h eus ar vro, e korn-bro Ramsez, evel m'en doa gourc'hemennet Faraon.
12Jozef a bourchasas bara d'e dad, d'e vreudeur ha da holl diegezh e dad, hervez niver ar vugale.
13Ne oa ken a vara en holl vro rak an naonegezh a oa gwall vras. Ha bro Ejipt ha bro Ganaan a oa dinerzhet gant an naonegezh.
14Jozef a zastumas an holl arc'hant a oa e bro Ejipt hag e bro Ganaan, e trok ouzh an ed a brened. Jozef a gasas an arc'hant-se e ti Faraon.
15Pa oa aet da hesk an arc'hant e bro Ejipt hag e bro Ganaan, an holl Ejipsianed a zeuas da gavout Jozef, o lavarout: Ro deomp bara! Perak e varvfemp dirazout o vezañ n'eus ken a arc'hant?
16Jozef a lavaras: Roit ho loened, hag e roin deoc'h e trok ouzh ho loened ma n'hoc'h eus ket a arc'hant ken.
17Degas a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roas dezho bara e trok ouzh ar c'hezeg, ouzh an tropelloù deñved, ouzh an tropelloù ejened hag ezen. Reiñ a reas dezho bara e trok ouzh o holl dropelloù er bloaz-se.
18Ar bloaz-se tremenet, e tistrojont ar bloaz war-lerc'h hag e lavarjont: Ne guzhimp ket da'm aotrou penaos an arc'hant a zo aet holl ha penaos an tropelloù loened a zo aet holl da'm aotrou. Ne chom netra dirak va aotrou nemet hor c'horfoù hag hon douaroù.
19Perak e varvfemp dirak da zaoulagad, ni hag hon douaroù? Pren ac'hanomp, ni hag hon douaroù, evit bara, hag e vimp sklaved da Faraon. Ro deomp peadra da hadañ evit ma vevimp ha na varvimp ket ha na vo ket an douar glac'haret.
20Jozef a brenas holl zouar an Ejipt da Faraon, rak an Ejipsianed a werzhas pep hini anezho e bark dre ma oa rust an naonegezh. Hag an douar a voe da Faraon.
21E keñver ar bobl, e lakaas anezho holl da vont er c'hêrioù, adalek ur penn d'an Ejipt betek ur penn all.
22Douaroù an aberzhourien a oa ar re hepken na brenas ket, rak an aberzhourien o doa ul lodenn merket digant Faraon hag e tebrent al lodenn a roe Faraon dezho. Setu perak ne werzhjont ket o douaroù.
23Jozef a lavaras d'ar bobl: Ho prenet em eus hiziv, c'hwi hag ho touaroù, da Faraon; setu amañ evidoc'h had, evit ma hadot an douar.
24En amzer an eost, e root ur bempvedenn da Faraon hag ar peder lodenn all a vo deoc'h evit hadañ ho parkeier, evit ho poued, evit hini tud ho tiegezh hag evit boued d'ho pugale vihan.
25Lavarout a rejont: Saveteet ec'h eus hor buhez deomp! Ra gavimp trugarez dirak daoulagad hon aotrou hag e vimp sklaved da Faraon.
26Jozef a reas ul lezenn a gement-se, hag a bad c'hoazh betek hiziv war zouaroù an Ejipt: Ar bempvedenn da Faraon. Ne voe ken nemet douaroù an aberzhourien ne oant ket da Faraon.
27Israel a chomas e bro Ejipt, e bro C'hoshen, hag e prenjont dalc'hioù; frouezhus e voent hag e kreskjont meurbet.
28Jakob a vevas seitek vloaz e bro Ejipt. Deizioù bloavezhioù buhez Jakob a voe kant seizh vloaz ha daou-ugent.
29Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.
30Pa vin kousket gant va zadoù, kas ac'hanon eus an Ejipt ha sebeilh ac'hanon en o bez. Eñ a respontas: Me a raio hervez da gomz.
31Lavarout a reas: Tou din kement-se. Hag e touas kement-se dezhañ. Hag Israel a stouas war benn e wele.

Currently Selected:

Geneliezh 47: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy