YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 49

49
Pennad 49
Bennozhioù profedel Jakob diwar-benn e vibien. Marv Jakob
1Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.
2En em zastumit ha selaouit, mibien Jakob! Selaouit Israel, ho tad!
3Ruben, te eo va c'hentañ-ganet, va nerzh ha kentañ frouezh va c'hreñvded, uhelañ e bri hag uhelañ e galloud.
4Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennañ.
5Simeon ha Levi a zo breudeur, o c'hlezeier a zo binvioù a daerded.
6Ra n'aio ket va ene en o c'huzulioù kuzhet, ra n'en em unano ket va gloar d'o emvod, rak en o fulor o deus lazhet tud hag en o fallentez o deus troc'het garoù an tirvi.
7Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.
8Juda, meulet e vi gant da vreudeur, da zorn a vo war c'houzoug da enebourien. Mibien da dad a stouo dirazout.
9Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel?
10Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo#49:10 = an hini a zo ar surentez gantañ, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
11Stagañ a ra e azen ouzh ar winienn, hini bihan e azenez ouzh ar c'hef-gwini dibabet. Gwalc'hiñ a ra e zilhad er gwin, e vantell e gwad ar rezin.
12Ruz e vo e zaoulagad gant ar gwin, ha gwenn e zent gant al laezh.
13Zabulon a vo o chom war vord ar morioù, bez' e vo en aod al listri hag e harzoù etrezek Sidon.
14Isakar a zo un azen kreñv, gourvezet etre barrinier-krevier.
15Gwelet en deus e oa plijus an diskuizh ha dudius ar vro. Izelaat a ra e skoaz evit dougen, en em laka da baeañ gwirioù.
16Dan a varno e bobl, evel unan eus meuriadoù Israel.
17Dan a vo un naer war an hent, un naer-wiber war ar wenodenn, o kregiñ e treid ar marc'h evit ma kouezho en traoñ an hini a zo warnañ.
18Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou!
19Gad, bandennoù a zeuio warnañ met eñ a yelo warno en diwezh.
20Gant Aser e vo c'hwek ar bara, eñ a bourvezo meuzioù flour ar rouaned.
21Neftali a zo un heizez laosket, komz a ra gerioù plijus.
22Jozef eo brank ur wezenn frouezhus, brank ur wezenn frouezhus tost d'ur vammenn, e skourroù o deus goloet ar voger.
23Gwaregerien o deus gloazet-fall anezhañ, strinket lañsoù dezhañ, heskinet anezhañ,
24met e wareg a zo chomet start, e zivrec'h hag e zaouarn a zo bet nerzhet gant daouarn Galloudeg Jakob, mesaer ha roc'h Israel.
25Oberenn Doue da dad eo, an hini a sikouro ac'hanout, hag oberenn an Holl-C'halloudeg, an hini a vennigo ac'hanout gant bennozhioù an neñvoù eus an nec'h, bennozhioù an donder eus an traoñ, bennozhioù eus ar bronnoù hag eus ar mammog.
26Bennozhioù da dad a zo uheloc'h eget bennozhioù va zadoù, betek barr ar c'hrec'hiennoù peurbadus. Ra vint war benn Jozef, war dal priñs e vreudeur.
27Benjamin a zo ur bleiz a rog, diouzh ar mintin e tebro ar preizh ha diouzh an noz e lodenno an diwisk.
28Ar re-se holl a zo daouzek meuriad Israel. Kement-se eo ar pezh a lavaras o zad dezho en ur vennigañ anezho. Bennigañ a reas pep hini anezho, hervez ar vennozh a zeree outañ.
29Hag urzhioù a roas dezho, o lavarout: Emaon o vont da vezañ dastumet etrezek va fobl, ra vin beziet e-kichen va zadoù, er c'hev a zo e park Efron an Hitit,
30er c'hev a zo e park Makpela a-dal da v-Mamre, e bro Ganaan. Ar park eo a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez.
31Eno eo beziet Abraham ha Sara e wreg, eno eo beziet Izaak ha Rebeka e wreg, eno em eus beziet Lea.
32Ar park hag ar c'hev a zo ennañ a zo bet prenet digant bugale Hed.
33P'en doe echuet Jakob da reiñ e urzhioù d'e vibien, e tistroas e dreid er gwele, e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.

Currently Selected:

Geneliezh 49: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy