1
Romaned 6:23
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Compare
Explore Romaned 6:23
2
Romaned 6:14
Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.
Explore Romaned 6:14
3
Romaned 6:4
Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma’z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c’hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez.
Explore Romaned 6:4
4
Romaned 6:13
Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.
Explore Romaned 6:13
5
Romaned 6:6
o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.
Explore Romaned 6:6
6
Romaned 6:11
C’hwi ivez eta, en em sellit evel marv d’ar pec’hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Explore Romaned 6:11
7
Romaned 6:1-2
Petra a lavarimp eta? Ha chom a raimp er pec’hed evit ma fonno ar c’hras? N’eo ket! Marv omp d’ar pec’hed, penaos e c’hellfemp bevañ c’hoazh ennañ?
Explore Romaned 6:1-2
8
Romaned 6:16
Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?
Explore Romaned 6:16
9
Romaned 6:17-18
Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi. O vezañ bet dieubet eus ar pec’hed, oc’h deuet sklavourien d’ar reizhder.
Explore Romaned 6:17-18