1
Romaned 7:25
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec’hed dre ar c’hig.
Compare
Explore Romaned 7:25
2
Romaned 7:18
Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.
Explore Romaned 7:18
3
Romaned 7:19
Rak ne ran ket ar mad a fell din, met ober a ran an droug na fell ket din d’ober.
Explore Romaned 7:19
4
Romaned 7:20
Mar gran ar pezh na fell ket din, n’eo mui me a ra kement-se, met ar pec’hed a chom ennon.
Explore Romaned 7:20
5
Romaned 7:21-22
Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin. Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh
Explore Romaned 7:21-22
6
Romaned 7:16
Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec’h anavezan ez eo mat al lezenn.
Explore Romaned 7:16