1
Romaned 5:8
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.
Compare
Explore Romaned 5:8
2
Romaned 5:5
Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c’halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.
Explore Romaned 5:5
3
Romaned 5:3-4
N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted, an dalc’husted ar vertuz amprouet, hag ar vertuz amprouet an esperañs.
Explore Romaned 5:3-4
4
Romaned 5:1-2
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.
Explore Romaned 5:1-2
5
Romaned 5:6
Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.
Explore Romaned 5:6
6
Romaned 5:9
O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.
Explore Romaned 5:9
7
Romaned 5:19
Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec’herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh.
Explore Romaned 5:19
8
Romaned 5:11
N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.
Explore Romaned 5:11