1
Romaned 4:20-21
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
N’en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Zoue, o krediñ start penaos ar pezh en deus prometet, a c’hell ivez ober.
Compare
Explore Romaned 4:20-21
2
Romaned 4:17
hervez ma’z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezañ tad da veur a vroad. Hon tad eo dirak Doue en deus kredet ennañ, eñ hag a ro buhez d’ar re varv hag a c’halv an traoù n’emaint ket evel ma vijent.
Explore Romaned 4:17
3
Romaned 4:25
an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.
Explore Romaned 4:25
4
Romaned 4:18
Oc’h esperout a-enep da bep esperañs, en deus kredet e teuje da vezañ tad da veur a vroad, hervez ar pezh a oa bet lavaret: Evel-se e vo da lignez.
Explore Romaned 4:18
5
Romaned 4:16
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl
Explore Romaned 4:16
6
Romaned 4:7-8
Eürus ar re a zo pardonet dezho o direizhderioù hag a zo goloet o fec’hedoù! Eürus an den na gonto ket dezhañ an Aotrou e bec’hed!
Explore Romaned 4:7-8
7
Romaned 4:3
Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.
Explore Romaned 4:3