Kanaouen Salomon 1
1
1Kanaouen Kanaouennou, péhini a zô gant Salomon.
2Ra bokô d’in gand eur pok eûz hé c’hénou: râk da garantez a zô gwelloc’h égéd ar gwîn.
3Dré ar c’houés da louzou c’houék, ével eôl skulet eo da hanô; râk‐sé eo é kâr ar plac’hed iaouank ac’hanod.
4Diden ac’hanoun: Ni a rédo war da lerc’h. Ar roué en deûz va lékéat da vond inn hé gamprou: trida a raimp, hag en em laouénaimp enn‐od: goûn e zeuî d’é‐omp pénaoz da garantez a zô gwelloc’h égéd ar gwîn: é kâr ann dud reiz ac’hanod.
5Dû‐ounn, hôgen kaer‐ounn, ô merc’hed Jeruzalem, ével teltou Kedar, ével tinellou Salomon.
6Na likiit két a évez ouz‐in, ô véza ma ounn dû, râg ann héol eo en deûz sellet ar ac’hanoun; mipien va mamm hô deûz stourmet ouz‐in; va lékéat hô deûz évid diwallout ar gwiniennou; ha n’em eûz két diwallet va gwinien va‐unan.
7Lavaréz d’in, té péhini a gâr va éné, péléach é peûrez, péléac’h é kasez da zénved da c’hourveza diouc’h ar c’hreisteiz; râk pérâk é vijenn ével unan oc’h peûlia tropellou da eiled?
8Ma n’en em anavézez két, ô ar gaéra é‐touéz ar merc’hed, kéa er méaz, dré ar wénodennou ann tropellou, ha kâs da venned da beûri é‐tal teltou er vesaerien.
9O va garantez, da geidet em eûz out ar c’hézék sternet out kirri Pharaon.
10Kaer eo da zivoc’h gant stédou, da c’houzoug gant chadennou aour.
11Nahennou aour, gant marellou arc’hant a raimp d’id.
12Pa édo gouverzet ar roué oud hé taol, va nard en deûz rôet hé c’houés.
13Va miñoun a zô d’in ével eur vôdenik myrrh: étré va divronn é choumô é‐pad holl nôz.
14Va miñoun a zô d’in ével eur bôd camphir, é gwiniennou En‐gedi.
15Chétu, té a zô kaer, va garantez, chétu té a zô kaer; da zaoulagad a zô ével ré ar c’houlmed.
16Chétu, té a zô kaer, va miñoun, ya koant: hor gwélé a zô évez glâz.
17A goat cedar eo kebrou hou tiez, hag hor c’hoadac’h a goat sapin.
Currently Selected:
Kanaouen Salomon 1: SNG1858
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published in London as part of a Celtic Hexapla in 1858.