Apocalyps 16
16
CHABISTR XVI.
1Hag e kleviz eur vouez o tond euz an templ, hag a lavare d’ar seiz eal: It ha skullit var an douar ar scudellou euz a goler Doue.
2Hag ar c’henta eal a ieaz, hag a skulliaz he scudel var an douar; hag an dud ho doa merk al loen, hag ar re a adore he imach, a oe skoet gant eur gouli fall ha danjerus.
3An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz.
4An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier; hag e oent troet en goad. 5Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret: Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evelse. 6Abalamour m’ho deuz skulliet goad ar zent hag ar brofeted, ec’h euz roet dezhe goad da eva, hag her meritout a reont. 7Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou. 8Hag ar pevare eal a skulliaz he scudel var an heol, hag e oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud gant an tan. 9Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou‐ze; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan.
10Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho‐unan gant ho dent. 11Hag e vlasphemjont a‐enep Doue an env, abalamour d’ho foaniou ha d’ho gouliou; ha na zeuaz ket a geuz dezhe euz ho oberou.
12Ar c’houec’hved eal a skulliaz he scudel var ar ster vraz Euphrates; hag he dour a zeuaz da zec’ha, evit ma vije preparet hent ar rouane euz ar Sav‐heol. 13Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered. 14Rag ar re‐ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl‐c’halloudec. 15Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vêz. 16Hag e oent dastumet assambles en eul leac’h galvet en hebrach Armageddon (menez an tro‐kein). 17Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare: Erruet eo an taol. 18Hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hren‐douar braz; ar seurt n’euz ket bet abaoe ma’z euz tud var an douar. 19Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler. 20Ha peb enezen a dec’haz kuit, hag ar meneziou ne oent mui kavet. 21Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant; hag an dud a vlasphemaz a‐enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed.
Currently Selected:
Apocalyps 16: JEN1897
Highlight
Copy
Compare
Share
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.