S. Jakes 4
4
CHABISTR IV.
1Abe leac’h e teu en ho touez an disputou hag ar c’hannou? Ha n’eo ket euz ho kwall‐ioulou pere a ra brezel en hoc’h izili? 2C’hoantaad a rit, ha na hellit ket kaoud; c’houi a zo muntrerien ha leun a jalouzi, ha ne hellit ket beza contantet; c’houi a stourm hag a ra brezel, ha na recevit netra, rag ne c’houlennit netra. 3Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall‐ioulou. 4Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue. 5Ha c’houi a gav deoc’h e komz ar Scritur en ven? Ar Spered pehini a ra he zemeurans enomp, daoust hag hen hen deuz c’hoantaennou hag a zoug d’an anvi? 6Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre‐ze ar Scritur a lavar: Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl. 7En em zoumetit eta da Zoue; stourmit ouz an diaoul, hag e tec’ho diouzoc’h. 8Tostait ouz Doue, hag hen a dostai ouzoc’h. Netait ho taouarn, pec’herien, ha c’houi, pere a zo daou‐hanteret ho calon, purifiit, ho calonou; 9santit ho mizer, bezit evel en kaon, ha gouelit; ra vezo ho c’hoarz troet en daelou, hag ho choa en tristidigez. 10En em humiliit dirag an Aotrou, hag hen a zavo ac’hanoc’h.
11Breudeur, na zroug‐komzit ket an eil divarben egile. An hini a zroug‐komz divarben eur breur, hag a gondaon he vreur, a zroug‐komz divarben al lezen, hag a varn al lezen. Hogen mar barnez al lezen, ne zentez ket ouz al lezen, mes barna a rez anezhi. 12N’euz nemed Unan hep‐ken hag a ra al lezen, hag a hell savetaad ha koll. Te, piou oud‐de, evit barna ar re all?
13Breman e komzan ouzoc’h‐hu pere a lavar: Hirio pe varc’hoas ez aimp d’ar gearman pe d’ar gear‐zont, hag e choumimp eno eur bloavez, hag e tratikimp, hag e c’hounezimp. 14Hogen, ne ouzoc’h ket petra a vezo varc’hoas; rag petra eo ho puez? N’ed eo nemed eur vogeden pehini en em ziskouez evit eun neubeud amzer, ha neuze a ia kuit. 15E‐leac’h ma tlefec’h lavaret: Mar fell d’an Aotrou, ha mar choumomp beo, e raimp an dra‐man pe an dra‐ze. 16Mes breman, en em c’hlorifiit en ho fougeou. Pep gloar euz ar seurt‐se a zo fall. 17Hennes eta pehini a anavez ar mad ha n’hen gra ket, a zo eur pec’her.
Currently Selected:
S. Jakes 4: JEN1897
Highlight
Copy
Compare
Share
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.