Genes 9
9
CHAB. IX.
1Ha Doue a vennigaz Noe hag he vibien hag a lavaraz d’ezhe. Creskit ha savit stank ha ra vezo goloet an douar ac’hanoc’h;
2an holl loened euz an douar, hag an holl lapoused euz an env a zoujo d’ehoc’h hag a greno dizazoc’h; ar re-man-holl gant kement tra a finv var an douar hag holl besked ar mor a zo lakeat etre ho taouarn.
3Kement tra a finv hag a zo buez euhan, a zervicho d’ehoc’h da vagadurez; an holl draou-man a roan d’ehoc’h, koulz hag ar yeot glaz.
4Mes ne zebrot ket a gig gant he ene, da lavaret eo, gant he c’hoad enhan.
5Hag heb mar e-bed me a c’houlenno ho koad, goad hoc’h ene, digant an hini hen devezo he skuillet; me her goulenno digant pep loen. Hag e e’houlennin buez an den digant an hini ken devezo hen lazet, digant he vreur.
6Piou-benag a skuillo goad an den, a vezo skuillet ive he c’hoad d’ezhan gant an den; rag Doue hen deuz great an den diouc’h he imach.
7C’houi eta, creskit ha savit stank; cargit an douar a dud, ha dalc’hit da greski mui-oc’h-mui.
8Doue a gomzaz ive ouz Noe hag ouz he vibien, en eur lavaret:
9Ober a ran a-vreman va alians ganehoc’h ha gant ho lignez var ho lerc’h;
10ha gant an holl grouadurien beo a zo gane-hoc’h, ken lapoused, ken loened, ha gant an holl anevaled euz an douar a zo ganehoc’h, kement a zo deuet er meaz euz an arc’h, beteg an holl anevaled euz an douar.
11Ober a ran eta va alians ganehoc’h, ha na vezo hiviziken distrujet kig e-bed gant an dour-diluj, ha ne zeuio mui dour-diluj e-bed da zis-truja an douar.
12Ha Doue a lavaraz: Setu amau ar merk euz an alians a lakan etre me ha c’houi, ha kement a zo buez euhan rar an douar ganehoc’h, hag ho lignez da virviken:
13Lakaad a ran gwarec-ar-glao er goabrennou, hag e servicho da verk euz an alians etre me hag an douar.
14Hag e c’hoarvezo, pa zastumin goabrennou a-uz an douar, ha pa baro gwarec-ar-glao er goa-brennou,
15ma teuio da zonj d’in euz va alians, euz an hini a zo great etre me ha c’houi ha kement tra a zo buez enhan, euz a gement wenn a zo; hag an doureier ne deuint mui da veza eun diluj evit distruja peb kig.
16Gwarec-ar-glao a vezo eta er goabrennou, ha me a zello outhan evit kaoud sonj euz an alians eternel etre Doue ha peb crouadur beo euz a gement wenn a zo var an douar.
17Ha Doue a lavaraz da Noe: Hennes eo ar merk euz an alians em euz great etre me ha peb kig a zo var an douar.
18Ha mibien Noe pere a zeuaz er meaz euz an arc’h, a oe Sem, Cham ha Japhet. Hogen Cham a oe tad da Ganaan.
19Ar re-ze eo tri mab Noe, ha divar ar re-ze eo savet kement poblad tud zo var an douar.
20Hogen Noe en em lekeaz da labourat an douar hag a blantaz gwinien.
21Hag o veza evet gwin, en em gavaz mezo, hag e c’hoarvezaz ma oe en he danten, he gorf dizolo.
22Ha Cham, tad Canaan, o veza gwelet lie dad en noaz, a ieaz er meaz d’hen lavaret d’he zaou vreur.
23Mes Sem ha Japhet a gemeraz eur vantel, a lakeaz anezhi var ho diou-skoaz, hag en eur vale a-gil, e c’holojont ho zad; hag o veza ma oa troet ho fen ne veljont ket noazder ho zad.
24Ha Noe, dihunet euz he vesventi, a glevaz petra hen doa great dezhan he vab entre-hena.
25Hag e lavaraz: Milliget ra vezo Canaan! Hennes a vezo servicher dindan servicherien he vreudeur.
26Ha goude e lavaraz: Ra vezo benniget an Aotrou Doue, Doue Sem, ha ra vezo Canaan servicher d’ezhe!
27Ra zeuio Doue da greski madou Japhet, ha ra zeui da ober he zemeuraus e tantennou Sem; ha ra vezo Canaan servicher d’ezhe!
28Ha Noe a vevaz c’hoas tri-c hant-hanter-cant vloaz goude an diluj.
29An holl amzer ma vevaz Noe a oe eta nao-c’hant-hanter-cant vloaz; ha neuze e varvaz.
Currently Selected:
Genes 9: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.

: