Actou an Ebestel 18
18
CHABISTR XVIII.
1Goude‐ze Paol, o veza eat kuit euz a Athen, a zeuaz da Gorint. 2Hag o veza kavet eno eur Judeo, hanvet Akilas, ginidic euz ar Pont, hag a oa nevez deuet euz an Itali gant Priscilla he vreg, abalamour m’hen doa Claud gourc’hemenet d’an holl Judevien sortial euz a Rom, Paol a ieaz d’ho c’havout. 3Ha dre ma oa euz ar memeus micher, e choumaz en ho zi, hag eno e vije o labourat, hag ho micher a oa ober tantennou. 4Hogen hen a brezege er sinagog, bep devez sabbat, hag e lake ar Judevien hag ar Greked da gredi. 5Ha pa oe deuet Silas ha Timoteus euz a Vacedonia, Paol, poulzet gant ar Spered, a destenie d’ar Judevien penaos Jesus a oa ar C’hrist.
6Mes, evel ma stourment, ha ma wall‐gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe: Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h‐unan; neat oun euz a gement‐se; divar‐vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.
7Hag o veza eat ac’hane, ez eaz en ti eun den hanvet Justus, den a zoujans Doue, hag a oa he di stag euz ar sinagog. 8Ha Crispus, chef ar sinagog, a gredaz en Aotrou gant holl tud he di; ha kalz a Gorintied, hag a zeue da zelaou, a gredaz, hag a oe badezet.
9Hag an Aotrou, dre eur vizion, en noz, a lavaraz da Baol: N’az pe ket a aoun; mes komz, ha na dav ket; 10rag me a zo ganez, ha den ne lakai he zaouarn varnoud, evit ober droug d’id; rag bez’ em euz eur bobl vraz er gear‐man. 11Ha choum a reaz eno eur bloaz ha c’houec’h miz, o kelen ger Doue en ho zouez.
12Hogen, e‐pad ma oa Gallion proconsul euz a Akaia, ar Judevien en em zavaz a‐unan a‐enep Paol, hag e tigasjont anezhan d’an tribunal, en eur lavaret: 13He‐man a ali an dud da zervicha Doue en eun doare a zo a‐eneb al lezen. 14Hag evel ma oa Paol o vond da zigeri he c’henou, Gallion a lavaraz d’ar Judezien: Ma vije kistion euz a eun injustis pe eun torfet‐benag, O Judevien, me a zelaouje ac’hanoc’h, hervez ar rezon; 15mes mar d’eo kistion euz a zisput var eun doctrin, var hanoiou, ha var ho lezen, kement‐se a zell ouzoc’h hoc’h‐unan, rag ne fell ket d’in beza barner euz an traou‐ze. 16Hag e kassaz anezhe er meaz euz an tribunal. 17Neuze an holl C’hreked, o veza croget en Sosthenes, chef ar sinagog, a skoe ganthan dirag an tribunal, ha Gallion na rea van e‐bed euz a gement‐se.
18Koulskoude Paol, goude beza choumet c’hoas eur pennad mad en Corint, a gimiadaz euz ar breudeur, hag a ieaz dre vor d’ar Syri, assambles gant Priscilla hag Akilas; araog mond, hen doa lakeat troc’ha he vleo en Senkre, rag eur vœu hen doa great. 19Neuze ec’h erruaz en Ephesus, hag e lezaz eno he gen‐veajourien, mes o veza antreet er sinagog, en em lekeaz da rezoni gant ar Judevien, 20hag ar re‐man a bedaz anezhan da choum pelloc’h ganthe; mes ne fellaz ket dezhan choum. 21Hag e kimiadaz outhe, en eur lavaret dezhe: Red mad eo d’in ober ar gouel a zeu en Jerusalem; mes distrei a rin d’ho kwelet, mar plij gant Doue; hag ez eaz kuit euz a Ephesus. 22Hag o veza erruet dre lestr en Cezare, e savaz da Jerusalem; ha goude beza saludet an Iliz, e tiskennaz da Antiokia. 23Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, ez eaz kuit, o vond euz an eil kear d’eben, dre vro ar Galatia hag ar Phrigia, en eur granvaad an holl diskibien.
24Hogen, erruoud a reaz en Ephesus eur Judeo, hanvet Apollos, ginidic euz a Alexandria, eun den a dalant ha disket braz er Scrituriou. 25He‐man a oa bet desket en hent an Aotrou, hag, o veza leun a fervor en he spered, e komze hag e kelenne gant aked divarben an traou a zell ouz an Aotrou, petra‐benag na anaveze c’hoas nemed badiziant Ian. 26Commans a reaz eta da gomz gant hardiegez er sinagog. Akilas ha Prisilla, o veza klevet anezhan, a zigemeraz anezhan, hag a zeskaz dezhan gwelloc’h hent Doue. 27Hag o veza ma felle dezhan mond en Akaia, ar breudeur ho doa aliet anezhan da vond, a scrivaz d’an diskibien digemer mad anezhan. Pa oe erruet, e rentaz kalz a zervich, dre c’hras Doue, d’ar re ho doa credet. 28Rag kendrec’hi a rea gant nerz ar Judevien dirag an holl, o tiskouez dre ar Scrituriou e oa Jesus ar C’hrist.
Currently Selected:
Actou an Ebestel 18: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.