Actou an Ebestel 11
11
CHABISTR XI.
1An ebestel hag ar breudeur a oa er Jude, a glevaz penaos ar Jentiled ho doa ive recevet ger Doue. 2Ha pa oe distro Per da Jerusalem, ar re a oa euz ar circoncision a zispute outhan; 3hag a lavare: Antreet oud bet e ti tud dicirconcis, hag ec’h euz debret assambles ganthe.
4Mes Per en em lekeaz da gonta dezhe reiz, hag a lavaraz: 5O pedi e oann er gear a Joppe, hag e‐pad ma oann extasiet, em boe eur vizion; gwelet a riz o tisken euz an env eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a zeuaz beteg enoun. 6Hag o veza sellet piz outhi, e veliz enhi an anevaled a bevar‐droad euz an douar, al loened gwez, an amprevaned ha lapoused an env. 7Neuze e kleviz eur vouez hag a lavare d’in: Sav, Per; laz, ha debr. 8Ha me a respontaz: Nann, Aotrou; rag biskoas netra impur na souillet n’eo antreet em genou. 9Ar vouez a gomzaz d’in eun eil gwech euz an env, hag a lavaraz: Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. 10Ha kement‐man a c’hoarvezaz bete teir gwech, ha goude‐ze pep tra a oe tennet adare d’an env. 11Er memeus mare, tri den, pere a oa bet digasset d’am c’havoud euz a Cezare, en em brezantaz dirag an ti el leac’h ma oann. 12Hag ar Spered a lavaraz d’in mond ganthe, heb stourm e doare e‐bed. Hag ar c’houec’h breur‐man a zeuaz ive ganen, hag ec’h antrejomp e ti an den‐ze, 13hag he‐man a gontaz deomp penaos hen doa gwelet en he di an eal, a oa en em brezantet dirazhan hag hen doa lavaret dezhan: Kas tud da Joppe, ha digemen Simon les‐hanvet Per, 14he‐man a lavaro d’id komzou dre bere e vezi salvet, te ha da di holl. 15Ha pa oann o commans da gomz, ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhe, evel ma oa bet diskennet varnomp‐ni er pen‐kenta. 16Neuze e teuaz memor d’in euz ar gomz‐man euz an Aotrou: Ian hen deuz badezet en dour; mes c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel. 17Pa hen deuz roet Doue dezhe ar memeus donezon evel deomp‐ni pere hon euz credet en Aotrou Jesus‐Christ, piou e oann‐me evit enebi ouz Doue?
18Pa ho doe klevet an traou‐ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret: Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.
19Ar re a oa bet disperset gant ar bersecution a oa savet divarben Stefan, a ieaz beteg Phenicia, Cyprus hag Antiokia, en eur brezeg ar ger d’ar Judevien, ha da zen all e‐bed. 20Mes darn anezhe, pere a oa tud euz a Cyprus hag euz a Cyren, o veza antreet en Antiokia, a gomzaz ouz ar Greked, o prezeg dezhe Aviel an Aotrou Jesus. 21Ha dorn an Aotrou a oa ganthe, hag eun niver braz a gredaz hag en em gonvertissaz ouz an Aotrou. 22Hogen, ar vrud euz a gement‐se a zeuaz da ziouskouarn Iliz Jerusalem; hag e kasjont Barnabas da vond beteg Antiokia. 23Pa oe erruet, ha pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement‐se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a‐greiz calon d’an Aotrou. 24Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered‐Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.
25Neuze Barnabas a ieaz da Dars, da glask Saul; 26hag o veza kavet anezhan, e tigassaz anezhan da Antiokia; hag e‐pad eur bloaz leun, en em dastumjont assambles gant an Iliz, hag e rojont deskadurez da galz a dud, hag en Antiokia eo e oe roet da genta d’an diskibien an hano a Gristenien.
27En amzer‐ze, e tiskennaz profeted euz a Jerusalem da Antiokia. 28Hag unan anezhe, hanvet Agabus, a zavaz, hag a roaz da anaoud dre ar Spered e vije eur gernez vraz dre ar bed holl; ha kement‐se a c’hoarvezaz en amzer Claud‐Cezar. 29Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra‐benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude. 30Hag e rejont ive kement‐se, o kas ho aluzen d’ar re Ancien dre zaouarn Barnabas ha Saul.
Currently Selected:
Actou an Ebestel 11: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.