YouVersion Logo
Search Icon

Mazhev 4

4
Pennad 4
Temptadur Jezuz
1Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. 2Goude m’en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon. 3An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara. 4Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue. 5Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo: Gourc’hemenn a raio d’e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac’hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 7Jezuz a lavaras dezhañ: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue. 8An diaoul en kasas c’hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, 9hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da’m azeuliñ. 10Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. 11Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.
Jezuz en em laka da brezeg
12Pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea. 13O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali, 14evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: 15Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d’ar Jordan, Galilea ar baganed, 16ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. 17Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
An diskibien gentañ
18Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac’hanon ha me a raio ac’hanoc’h pesketaerien dud. 20Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 21Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. 22Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.
Jezuz a yac’ha ar glañvourien
23Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl. 24Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho. 25Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea hag eus an tu all d’ar Jordan.

Currently Selected:

Mazhev 4: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy