YouVersion Logo
Search Icon

Mazhev 3

3
Pennad 3
Prezegennoù Yann-Vadezour
1En deizioù-se e teuas Yann-Vadezour da brezeg e lec’h distro Judea, 2o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. 3Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec’h distro: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù. 4Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 5Neuze Jeruzalem, holl vro Judea hag an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d’e gavout, 6hag e oant badezet gantañ er Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù. 7Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont? 8Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, 9ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham. 10Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan. 11Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 12E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Badeziant Jezuz
13Neuze Jezuz a zeuas eus Galilea d’ar Jordan da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. 14Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da’m c’havout? 15Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober. 16Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. 17Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Currently Selected:

Mazhev 3: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy