YouVersion Logo
Search Icon

Mazhev 2

2
Pennad 2
Ar majed deuet eus ar sav-heol
1Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, 2en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ. 3Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ. 4O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c’houlennas diganto pelec’h e tlee bezañ ganet ar C’hrist. 5Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: 6Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel. 7Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c’houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn. 8Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec’h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma’z in me ivez d’e azeuliñ. 9Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d’ul lec’h ma oa ar bugel bihan. 10Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c’halonoù gant levenez. 11O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. 12O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez. Mont a rejont d’o bro dre un hent all.
An tec’h en Ejipt
13Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec’h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d’ar marv. 14Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. 15Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
Lazhadeg ar vugale gant Herodez
16Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed. 17Neuze e voe peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia: 18Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic’hlac’haret, abalamour n’emaint mui.
An distro eus Ejipt
19Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre, 20o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv. 21Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas e bro Israel. 22Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec’h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. 23Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.

Currently Selected:

Mazhev 2: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy