YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 24

24
Pennad 24
Jezuz adsavet a-douez ar re varv
1Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d’ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie. 2Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus. 5Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6N’emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc’h, pa oa c’hoazh e Galilea 7o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d’an trede deiz. 8Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. 9O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d’an unnek ha d’an holl re all. 10Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d’an ebestel. 11Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc’henn ha n’o c’hredjont ket. 12Hogen Pêr a savas hag a redas d’ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c’hoarvezet.
Jezuz en em ziskouez da zaou ziskibl war hent Emmaüz
13Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d’ur vourc’h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn#24:13   11 km diouzh Jeruzalem. 14Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c’hoarvezet. 15Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto. 16Met o daoulagad a oa dalc’het, en hevelep doare ma n’anavezent ket anezhañ. 17Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c’homzoù-se a lavarit etrezoc’h en ur vont en hent, ha perak oc’h ken trist? 18Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c’hoarvezet enni en deizioù-mañ? 19Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl, 20ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d’ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz. 21Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma’z eo c’hoarvezet an traoù-se. 22Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d’ar bez mintin mat, 23n’o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev. 24Hiniennoù ac’hanomp a zo aet d’ar bez hag o deus kavet an traoù evel m’o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n’o deus ket e welet. 25Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded! 26Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar? 27Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded. 28Evel ma tostajont ouzh ar vourc’h e-lec’h ma’z aent, eñ a reas van da vont pelloc’h. 29Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto. 30Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho. 31O daoulagad a zigoras hag ec’h anavezjont anezhañ, hag e tec’has a-zirak o daoulagad. 32Hag e lavarjont an eil d’egile: Hor c’halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù? 33O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles, 34o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon. 35Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.
Jezuz en em ziskouez da ziskibien all
36Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! 37Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered. 38Hag e lavaras dezho: Perak oc’h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? 39Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n’en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41Met en o levenez, ne gredent ket c’hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez’ hoc’h eus amañ un dra bennak da zebriñ? 42Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel. 43O vezañ o c’hemeret, e tebras dirazo.
... ret eo ma vo prezeget ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù...
44Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù. 45Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù, 46hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz. 47Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. 48C’hwi eo an testoù eus an traoù-se. 49Ha setu, ez an da gas deoc’h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc’h-c’hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec’h.
Ar Bignidigezh
50Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho. 51Hag e c’hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv. 52Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras, 53hag e oant dalc’hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.

Currently Selected:

Lukaz 24: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy