YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 23

23
Pennad 23
Jezuz degaset dirak Pilat hag Herodez
1An holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat. 2Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue. 3Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar. 4Pilat a lavaras d’ar veleien vras ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ. 5Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ. 6Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c’houlennas hag e oa Galileat an den-se. 7O vezañ gouezet e oa eus dalc’h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se. 8Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c’hoant d’e welout abalamour m’en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c’hortoze e welout oc’h ober ur mirakl bennak. 9Ober a reas eta meur a c’houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ. 10Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c’hellent. 11Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat. 12En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezañ mignoned, rak a-raok e oant enebourien. 13Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho: 14Degaset hoc’h eus din an den-se evel m’en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc’h, ne’m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ. 15Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d’e gavout, ha setu, n’en deus graet netra a vefe dellezek a varv. 16Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ. 17Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel. 18Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d’ar marv ha laosk deomp Barabbaz. 19Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h c’hoarvezet e kêr hag evit ur muntr. 20Pilat, c’hoant dezhañ da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez. 21Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! 22Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne’m eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. 23Met int a gendalc’he, o c’houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c’hriadennoù ha re ar veleien vras a greske. 24Pilat a varnas ober evel ma felle dezho. 25Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c’houlennent, hag e tilezas Jezuz d’o bolontez.
Ar c’hroazstagadur
26Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz. 27Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c’hlac’hare hag a hirvoude diwar e benn. 28Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc’hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale, 29rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget! 30Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d’ar krec’hiennoù: Goloit ac’hanomp! 31Rak ma reer an traoù-mañ d’ar c’hoad glas, petra a vo graet d’ar c’hoad sec’h? 32Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ. 33Pa voent deuet el lec’h anvet: ar C’hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz. 34Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord. 35Ar bobl en em zalc’he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C’hrist, an hini dibabet gant Doue! 36Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ 37hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan! 38Bez’ e oa ar skrid-mañ a-us d’e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN. 39Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C’hrist, en em savete da-unan ha ni ivez! 40Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d’an hevelep poan? 41Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet. 42Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac’hanon pa zeui ez rouantelezh. 43Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz. 44Bez’ e oa war-dro ar c’hwec’hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. 45An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz. 46Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas. 47Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh. 48Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c’halon. 49Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc’he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.
Beziadur Jezuz
50Bez’ e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh, 51n’en doa ket roet e ali d’o diviz na d’o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c’hortoze ivez rouantelezh Doue. 52O vezañ deuet da gavout Pilat, e c’houlennas digantañ korf Jezuz. 53O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den. 54Deiz ar c’hempennadur e oa hag ar sabad a dostae. 55Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh. 56O vezañ distroet, ec’h aozjont louzoù-frondus ha c’hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d’an deiz sabad, hervez al lezenn.

Currently Selected:

Lukaz 23: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy