Galated 6
6
Pennad 6
1Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet. 2Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist. 3Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan. 4Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all, 5rak pep hini a zougo e vec’h e-unan. 6An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d’an hini a gelenn anezhañ. 7N’en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez. 8An hini a had evit ar c’hig a vedo eus ar c’hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus. 9N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket. 10Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz. 11Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc’h gant va dorn va-unan. 12Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c’hig a vount ac’hanoc’h start da vezañ amdroc’het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist. 13Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig. 14Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed. 15Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez. 16Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue! 17A-hend-all na zeuio den d’ober poan din, rak dougen a ran em c’horf merkoù an Aotrou Jezuz.
Saludoù da glozañ
18Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.
Currently Selected:
Galated 6: Koad21
Highlight
Copy
Compare
Share
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in