YouVersion Logo
Search Icon

Koloseiz 4

4
Pennad 4
1Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.
Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ
2Kendalc’hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù. 3Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù, 4hag evit ma roin d’e anavezout evel ma tlean komz diwar e benn. 5En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer. 6Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet. 7Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c’henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc’h an traoù a sell ouzhin. 8E gas a ran deoc’h a-ratozh evit ma’c’h anavezo an traoù a sell ouzhoc’h ha ma frealzo ho kalonoù, 9gant Onezim, ar breur feal ha karet-mat hag a zo eus ho touez. Disklêriañ a raint deoc’h kement a dremen amañ. 10Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ. 11Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac’hanoc’h. Bez’ int eus an amdroc’h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon. 12Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue. 13Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc’h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz. 14Lukaz, ar medisin karet-mat, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Demaz. 15Saludit ar vreudeur a zo e Laodikea, ha Nimfaz hag an Iliz a zo en e di. 16Goude ma vo al lizher-mañ bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c’hwi ivez an hini eus Laodikea. 17Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac’h eus resevet en Aotrou evit e seveniñ mat. 18Me Paol, a salud ac’hanoc’h eus va dorn va-unan. Ho pet soñj eus va ereoù. Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.

Currently Selected:

Koloseiz 4: Koad21

Highlight

Copy

Compare

Share

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in