1
Romaned 6:23
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
rag recompans ar pec’hed eo ar maro; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus‐Christ hon Aotrou.
Compare
Explore Romaned 6:23
2
Romaned 6:14
Rag ar pec’hed n’hen devezo ket a c’halloud varnoc’h, rag n’emoc’h ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras.
Explore Romaned 6:14
3
Romaned 6:4
Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a‐douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez.
Explore Romaned 6:4
4
Romaned 6:13
na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed, evit servichoud da instrumanchou a fallentez; mes en em roit hoc’h‐unan da Zoue, evel tud varo, deuet d’ar vuez, ha grit euz hoc’h izili instrumanchou a justis da Zoue.
Explore Romaned 6:13
5
Romaned 6:6
o c’houzoud an dra‐man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed.
Explore Romaned 6:6
6
Romaned 6:11
Deuit ive c’houi d’en em gonsideri evel maro d’ar pec’hed, mes beo da Zoue en Jesus‐Christ hon Aotrou.
Explore Romaned 6:11
7
Romaned 6:1-2
Petra eta a livirimp‐ni? Ha choum a raimp‐ni er pec’hed, evit ma teui ar c’hras da greski? Doue d’hon preservo! Penaos ni, pere a zo maro d’ar pec’hed, ec’h halfemp‐ni c’hoas beva enhan?
Explore Romaned 6:1-2
8
Romaned 6:16
Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos, n’euz fors dindan piou en em lakit da zervichoud evel esclav, ez oc’h esclav d’an hini a zentit outhan; pe d’ar pec’hed evit ar maro, pe d’ar zentidigez evit ar justis?
Explore Romaned 6:16
9
Romaned 6:17-18
Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, abalamour, goude beza bet esclav d’ar pec’hed, ma hoc’h euz sentet a galon ouz reglen an doctrin a zo bet roet deoc’h. Hogen, o veza bet delivret euz ar pec’hed, c’houi a zo deuet da veza esclav d’ar justis.
Explore Romaned 6:17-18
Home
Bible
Plans
Videos