1
Romaned 5:8
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Mes en kement‐man e tiskouez Doue he garantez en hon c’henverni ma’z eo marvet ar C’hrist evidomp pa oamp c’hoas pec’herien.
Compare
Explore Romaned 5:8
2
Romaned 5:5
Hogen, an esperans n’ed eo ket tromplus, rag karantez Doue a zo skulliet en hor c’halonou, gant ar Spered‐Santel a zo bet roet deomp.
Explore Romaned 5:5
3
Romaned 5:3-4
ha n’eo ket en kement‐se hep‐ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted, hag ar batianted ar vertuz amprouvet‐mad, hag ar vertuz amprouvet‐mad an esperans.
Explore Romaned 5:3-4
4
Romaned 5:1-2
O veza eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hrasse, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue
Explore Romaned 5:1-2
5
Romaned 5:6
Rag, pa oamp c’hoas hep nerz, ar C’hrist a varvaz en he amzer, evit ar bec’herien.
Explore Romaned 5:6
6
Romaned 5:9
O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp salvet dre enhan euz ar goler a Zoue.
Explore Romaned 5:9
7
Romaned 5:19
Rag, evel dre dizentidigez eun den hep‐ken kalz a zo bet lakeat da veza pec’herien, evel‐se ive dre zentidigez unan hep‐ken kalz a vezo lakeat da veza just.
Explore Romaned 5:19
8
Romaned 5:11
N’eo ket an dra‐ze hep‐ken; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.
Explore Romaned 5:11
Home
Bible
Plans
Videos