1
Philippied 3:13-14
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Breudeur, evidoun‐me, a ziwall da gredi em befe evit c’hoas tapet ar priz; mes setu aman ar pez a ran: en eur ankounac’haad an traou a zo var va lerc’h, hag oc’h avans var‐zu ar re a zo dirazoun, e redan gant ardor etrezeg ar but, evit ar priz euz ar c’halvedigez celestiel a Zoue en Jesus‐Christ.
Compare
Explore Philippied 3:13-14
2
Philippied 3:10-11
evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo; evit erruout, mar gallan, da resurrection ar re varo.
Explore Philippied 3:10-11
3
Philippied 3:8
Ouzpen‐ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus‐Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist
Explore Philippied 3:8
4
Philippied 3:7
Mes an traou‐ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist.
Explore Philippied 3:7