1
Hebreed 4:12
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e‐bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon.
Compare
Explore Hebreed 4:12
2
Hebreed 4:16
Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.
Explore Hebreed 4:16
3
Hebreed 4:15
Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.
Explore Hebreed 4:15
4
Hebreed 4:13
N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.
Explore Hebreed 4:13
5
Hebreed 4:14
Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg‐braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz.
Explore Hebreed 4:14
6
Hebreed 4:11
Lakomp eta hor poan da glask antren er repos‐se, gant aoun na deufe unan‐benag da gweza en eur seurt revolt.
Explore Hebreed 4:11