1
Genes 22:14
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Hag Abraham a hanvaz ar plas-se Jehova-Jire (Doue a bourveo). En hevelep doare ma leverer hirio: Var menez an Aotrou eno e vezo pourveet.
Compare
Explore Genes 22:14
2
Genes 22:2
Ha Doue a lavaraz: Kemer da vab, da vab unic, an hini a gerez, Isaac, ha kea da vro Morija, hag eno offr anezhan e sacrifis dre dan var unan euz ar meneziou a ziskouezin d’id.
Explore Genes 22:2
3
Genes 22:12
Hag an eal a lavaraz: Na lez ket da zorn da gweza var ar bugel, ha na ra droug e-bed d’ezhan. Rag breman ec’h ouzon ec’h euz doujans Doue pa n’ec’h euz ket refuset d’in da vab, da vab unic.
Explore Genes 22:12
4
Genes 22:8
Hag Abraham a respontaz: Ya mab, Doue a bourveo he-unan an oan evit ar sacrifis. Ken-derc’hel a rejont eta da gerzet ho daou.
Explore Genes 22:8
5
Genes 22:17-18
me a roio d’id va bennoz, a-dra-zur, hag a lakai da greski da lignez evel ar stered euz an envou, hag evel an treaz a zo var ribl an aot; ha dor da adversourien a vezo e galloud da lignez. Ha benniget e vezo holl boblou an douar en da lignez dre ma ec’h euz sentet ouz va mouez.
Explore Genes 22:17-18
6
Genes 22:1
Goude an traou-ze e c’hoarvezaz ma teuaz Doue da amprouv Abraham, ha ma lavaraz d’ezhan: Abraham! hag Abraham a respontaz: Setu me aman.
Explore Genes 22:1
7
Genes 22:11
Mes eal an Aotrou a griaz d’ezhan euz an env, hag a lavaraz: Abraham! Abraham! Hag hen a respontaz: Setu me aman.
Explore Genes 22:11
8
Genes 22:15-16
Hag eal an Aotrou a griaz euz an env var Abraham evit an eil gwech, hag a lavaraz: Touat a ran dreiz’oun va-unan, eme an Aotrou, pa e peuz great an dra-ze, ha pa n’ec’h euz ket espernet da vab, da vab unic
Explore Genes 22:15-16
9
Genes 22:9
Hag e teujont d’ar plas hen doa merket Doue; hag Abraham a zavaz eno an aoter, hag a zressaz ar c’hoat; hag e liammaz Isaac, he vab, hag hen lakaz var an aoter var-chorre ar c’hoat.
Explore Genes 22:9