1
Colossied 2:6-7
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Evel eta ma hoc’h euz recevet Jesus‐Christ an Aotrou, baleit assambles ganthan, o veza griziennet ha fontet enhan, ha krenveet er feiz, evel ma oc’h bet desket, o creski enhi, gant actionou a c’hras.
Compare
Explore Colossied 2:6-7
2
Colossied 2:8
Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist.
Explore Colossied 2:8
3
Colossied 2:13-14
Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou. Effacet hen deuz ar pez a oa en hon enep, an obligation euz an ordrenansou pehini en em zave a‐enep deomp; hag hen deuz he rentet nul, o staga anezhi ouz ar groaz
Explore Colossied 2:13-14
4
Colossied 2:9-10
Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf. Ha c’houi hoc’h euz pep leunder enhan, pehini eo ar pen euz a bep princelez hag a bep galloud.
Explore Colossied 2:9-10
5
Colossied 2:16-17
Diwallo den d’ho condaoni divarben an debri pe an eva, pe divarben eun devez gouel, pe eul loar nevez pe deiziou ar sabbat; an traou‐ze a oa ar skeuden euz an traou da zond, mes ar c’horf anezhe a zo er C’hrist.
Explore Colossied 2:16-17