1
Geneliezh 37:5
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Jozef en doe un huñvre hag he roas da anavezout d'e vreudeur; hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h.
Compare
Explore Geneliezh 37:5
2
Geneliezh 37:3
Israel a gare Jozef muioc'h eget e holl vibien all, rak mab e gozhni e oa, hag e reas dezhañ un doneg a veur a liv.
Explore Geneliezh 37:3
3
Geneliezh 37:4
E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhañ muioc'h eget e holl vreudeur, a gasae anezhañ, ha ne c'hellent ken komz outañ e peoc'h.
Explore Geneliezh 37:4
4
Geneliezh 37:9
C'hoazh en doe un huñvre all hag e kontas anezhi d'e vreudeur. Lavarout a reas: Bet em eus c'hoazh un huñvre. Setu, an heol, al loar hag unnek steredenn a stoue dirazon.
Explore Geneliezh 37:9
5
Geneliezh 37:11
E vreudeur o doa gwarizi outañ, met e dad a zalc'has an traoù-mañ.
Explore Geneliezh 37:11
6
Geneliezh 37:6-7
Lavarout a reas: Selaouit, me ho ped, an huñvre am eus bet. Edomp oc'h endrammañ e-kreiz ar parkeier. Setu, va feskenn a savas hag en em zalc'has en e sav, ha neuze ho feskennoù a zeuas en-dro dezhi hag a stouas dirazi.
Explore Geneliezh 37:6-7
7
Geneliezh 37:20
Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.
Explore Geneliezh 37:20
8
Geneliezh 37:28
Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ en kasas d'an Ejipt.
Explore Geneliezh 37:28
9
Geneliezh 37:19
Lavarout a rejont an eil d'egile: Setu, emañ an huñvreer o tont.
Explore Geneliezh 37:19
10
Geneliezh 37:18
O welout anezhañ a-bell, a-raok ma voe erru tost dezho, e kuzuilhjont a-enep dezhañ evit e lazhañ.
Explore Geneliezh 37:18
11
Geneliezh 37:22
Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad.
Explore Geneliezh 37:22
YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy
Home
Bible
Plans
Videos