1
Efeziz 2:10
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
Compare
Explore Efeziz 2:10
2
Efeziz 2:8-9
Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo. N’eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.
Explore Efeziz 2:8-9
3
Efeziz 2:4-5
Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti, pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet
Explore Efeziz 2:4-5
4
Efeziz 2:6
en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezañ asambles el lec’hioù neñvel e Jezuz-Krist
Explore Efeziz 2:6
5
Efeziz 2:19-20
Evel-se eta, n’oc’h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc’hizien d’ar sent hag eus ti Doue, o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn
Explore Efeziz 2:19-20