Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mañ hag ar baganed, hag e kasan ac’hanout bremañ etrezek enno, da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.