Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc’h, ec’h azezas war e gador-varn hag e c’hourc’hemennas degas Paol. Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c’hellent ket prouiñ.