Kanaouen Salomon 2
2
1Me eo ar rosen Sharon, hag el lilien ann traouiennou.
2Evel a lilien é‐kreiz ar spern, ével‐sé é‐ma va miñounez é‐kreiz ar merc’hed.
3Evel eur wézen avalou é‐kreiz gwéz ar c’hoadou, ével‐sé é‐ma va miñoun é‐kreiz ar vipien. Dindan hé skeûd ounn bet azézet, hag hé frouéz a oa c’houék d’am génou.
4Va lékéat en deûz da vont é ti ar gwîn; hag hé arwéz dreist‐ounn a oa karantez.
5Skoazellit ac’hanounn gant halo?-?pennou, krévait ac’hanounn gant avalou: râk klanv’ ounn gand ar karantez.
6Hé zourn kleiz a laka dindan va fenn, ha gand hé zourn déou é vriata ac’hanoun.
7Merc’hed Jeruzalem, mé hô péd stard, dré ar menned‐gevr ha dré girvi ar parkou, na griit két trouz, ha na likiit két anézhi da zivorédi, kén na zihunô anézhi hé‐unan.
8Mouéz va miñoun! chétu, hén a zeû, enn eul lammout war ar ménéziou, enn eur sala dreist ar c’houc’hiennou.
9Va miñoun a zô hénvel oud eunn iourc’h, hag out menn eur garvez: chétu, hén a zô enn hé zâ, é‐tâl hor môger, ô sellout dré ar prenestou, oc’h arvesti a dreûz d’ar sparlou.
10Va miñoun a gompzas, hag a lavaras d’in: Saô, va garantez, va c’houlm, va c’hoantiz, ha deûz.
11Râk, chétu, ar goanv a zô éat ébiou tréménet eo ar glaô, hag eo éat kuît.
12Ar bleûn en em ziskouéz war hon douar, deûed eo préd ar kanouennou ar neïnédi, ha klévet eo bet mouez ann durzunel en hon douar.
13Ar wézen‐fiéz a ziskouéz hé fiéz névéz, hag ar gwiniennou gant ressinou iaouank a rô c’houés vâd. Saô, va garantez, va c’hoantiz, ha deuz.
14O va c’houlm, té a zô é toullou ar méan, é kleûz ar stérédi, diskouéz d’in da zremm, rô da glévout d’in da vouéz; râk da vouéz a zô c’houék, ha da zremm a zô kaer.
15Kémérit d’ é‐omp al lern, al lern bihan péré a wast ar gwiniennou; râk hor gwiniennou a zô gôlôet a ressinou iaouank.
16Va miñoun a zô d’in, ha mé dézhan; hén péhini en em vâg é‐touéz al lili.
17Kén n’en em ziskouézô ann deiz, ha m’az ai ann dévalien ébiou, distrô, va miñoun; béz hénvel oud eunn iourc’h, hag out menn eur garvez war ménéziou Bether.
தற்சமயம் தேர்ந்தெடுக்கப்பட்டது:
Kanaouen Salomon 2: SNG1858
சிறப்புக்கூறு
பகிர்
நகல்
உங்கள் எல்லா சாதனங்களிலும் உங்கள் சிறப்பம்சங்கள் சேமிக்கப்பட வேண்டுமா? பதிவு செய்யவும் அல்லது உள்நுழையவும்
Published in London as part of a Celtic Hexapla in 1858.