Kanaouen Salomon 5
5
1Deûed ounn em liors, va c’hoar, va friéd: kutulet em eûz va myrrh gant va louzou c’houés‐vâd; debret em eûz ann diren gant va mél; évet em eûz va gwîn gant va léaz; debret, va miñouned, évid, ya, évét hô kwalc’h, va miñounet.
2Mé a gousk, hôgen va c’haloun a zô dihun; vouéz va miñoun a stok, ô lavarout: Digor d’inn, va c’hoar, va miñounez, va c’houlm, va dinamm; râk va fenn a zô gôlôet a c’hliz, ha va bléô gand ar bannéou dour eûz ann nôz.
3Diwisket em eûz va zaé; pénaoz hé gwiskinn‐mé? gwalc’het em eûz va zreid: pénaoz é saotrinn‐mé anézhô?
4Va miñoun en deûz tréménet hé zourn dré doull ann ôr, ha va bouzellou a zô bet strafilet évid anézhan.
5Mé a zavaz évid digori d’am miñoun, hag ar myrrh a zivéré eûz va daouarn, ha va biziad a oa leûn eûz a virrh c’houés‐vâd, ar prennou ann ôr?-?alc’houez.
6A zigoriz d’am miñoun; hôgen hén a oa éat kuît, éad é oa ébiou: va éné a zô bet teûzet, kerkent ha ma en eûz komzet: hé glaskout a rîz, ha n’ her c’haviz két; hé c’hervel a rîz, ha na respountaz két ouz‐in.
7Ar gwarded a ra en drô eûz a géar hô deûz va c’havet; scôet hô deûz gan‐én, hag hô deûz va glazet; gwarded ar muriou hô deûz tennet va mantel digan‐én.
8Merc’hed Jerusalem, mé hô péd stard, mar kavit va miñoun, da rei da anavézout dézhan pénaoz ounn klanv gand ar karantez.
9Péhini eo da viñoun dreist ar viñouned all, ô ar gaéra eûz a merc’hed? Péhini eo da viñoun dreist ar viñouned all, pé hor pédet ker stard?
10Va miñoun a zô gwen ha rûz; dilennet eo étré mil.
11Hé benn a zô ével aour ar glana; hé vléô frézennet a zo tenv, ha dû ével ar vrân.
12Hé zaoualagad a zô ével ar daoulagad c’houlmed war stériou ann doureier, gwalc’het gant léaz, ha toullet ker coant.
13Hé zivoc’h a zô ével eur gwelé louzou‐c’houés‐vâd, ével louzaouerien c’houék; hé vuzellou ével lili a zivér mirrh ar gwella.
14Hé zaouarn a zô ével biziedou aour kinklet gand ar beryl; hé gôv a zô ével oliphant luguernuz, kinklet gand sapphires.
15Hé zivesker ével peûlion marpr diazézet war steûdennou aour glan; hé zremm ével al Liban, dilennet ével ar gwéz‐cedr.
16Hé c’hénou a zô c’houék‐brâz, hag hén a zô hégârad holl. Chétu pénaoz eo va muia‐karet, ha chétu pénaoz eo va miñoun, ò merc’hed Jeruzalem.
Iliyochaguliwa sasa
Kanaouen Salomon 5: SNG1858
Kuonyesha
Shirikisha
Nakili
Je, ungependa vivutio vyako vihifadhiwe kwenye vifaa vyako vyote? Jisajili au ingia
Published in London as part of a Celtic Hexapla in 1858.

: