Kanaouen Salomon 4
4
1Chetu, kaer oud, va garantez; chetu, kaer oud: da zaoulagad a zô ével ré ar c’houlmed enn diabarz da frézennou; da vléô a zô ével tropellou gevr péré en em ziscô war vénez Galaad.
2Da zent a zô ével tropellou dénved peur‐touzet, péré a zô piñet eûz ar gwalc’houer, péré a zoug holl daou oan, hag é‐touez péré n’ eûz hini brec’han.
3Da vuzellou a zô ével eunn taled tané, ha da lavar a zô c’houék: da zivoc’h a zô ével darn eunn aval grénad, enn diabarz da frézennou.
4Da c’houzoug a zô ével tour David, a zô bet savet évid eunn hoarneri, mil tiren a zô krouget out han, holl scudou ar ré gré.
5Da zivroun a zô ével daou venn gével eunn iourc’hez, a beûr é‐touéz al lili.
6Kén n’en em ziskouézô ann deiz, ha m’az ai ann dévalien ébiou, mond a rinn da vénez ar myrrh, ha da gréc’hien ann ézans.
7Kaer holl oud, va garantez, ha n’eûz kéd a namm enn‐od.
8Deûz gant ac’hanoun eûz al Liban, va friéd, gant ac’hanoun eûz al Liban: sellet eûz a lein Amana, eûz a lein Shenir hag Hermon, eûz a gériou al léoned, eûz a vénésiou al léoned?-?breiz.
9Glazet éc’h eûz va c’haloun, va c’hoar, va fried; glazet éc’h eûz va c’haloun gand unan eûz da zaoulagad, ha gand unan eûz a vléo da c’houzoug.
10Péger kaer eo da garantez, va c’hoar, va friéd! Gwelloc’h eo da garantez éged ar gwîn, ha c’houés da tretou égéd holl louzou‐c’houés‐vâd.
11Da vuzellou, va friéd, zivér ével eunn diren‐mél; ar mél hag el léaz a zô dindan da déod; ha c’houés da zilad ével c’houés Liban.
12Eul liorz serret eo va c’hoar, va friéd, eur mamen serret, eur feunteun siellet.
13Da blantou a zô eul liorz avalou?-?grénad, gant frouéz vâd; camphir gant nard.
14Louzou‐nard ha saffron; raoz ha cinnamon, gand holl wéz a ézans; myrrh hag aloes, gand ann holl louzou eûz ar ré wella.
15Feunteun al liorzou, peuns ann douréier béô, ha stériou eûz al Liban.
16Saô, avel ann hanter‐nôz, ha deuz, té ar c’hreisteiz; c’houéz war va liors, ma tivérô an tretou c’houék diout‐han. Deûet va miñoun enn hé liors, ha debret hé froués c’houék.
Iliyochaguliwa sasa
Kanaouen Salomon 4: SNG1858
Kuonyesha
Shirikisha
Nakili
Je, ungependa vivutio vyako vihifadhiwe kwenye vifaa vyako vyote? Jisajili au ingia
Published in London as part of a Celtic Hexapla in 1858.

: