YouVersion Logo
Search Icon

Genes 49:24-25

Genes 49:24-25 JEN1897

Mes he warec a chomaz ferm, hag he zivreac’h hag he zaouarn a zo bet krenveet gant daouarn an Holl-Galloudec euz a Jacob, (ac’hane e teu ar Pastor, Carrec Israel). Kement-se a vezo great gant Doue da dad, pehini a zicouro ac’hanoud, ha gant an Holl-Galloudec pehini a vennigo ac’hanoud gant bennoziou an env, d’an neac’h, bennoziou ar mamenou dour, d’an traon, gant bennoziou an tez hag ar bronou euz ar mammou.

Free Reading Plans and Devotionals related to Genes 49:24-25