II Timoteus 3:1-5
II Timoteus 3:1-5 JEN1897
Hogen, red eo d’id gouzout penaos en deveziou diveza e teui gwall‐amzeriou. Rag an dud a vezo touellet ganthe ho‐unan ha gant an arc’hant, fougeerien, ourgouillus, gwall‐deodou, dizent ouz ho zad hag ouz ho mam, dizanaoudec, impi, hep carantez naturel, dibardon, droug‐prezegerien e‐faoz, diroll, didruez, leun a gassoni evit an dud vad, treitourien, ter, c’houezet gant an ourgouil, douget d’ar blijadur muoc’h eged da Zoue, o kaoud an apparans euz ar biete, mes o veza nac’het an nerz anezhi. Pella ive diouz an dud‐se.





