YouVersion Logo
Search Icon

Mazhev 1

1
Pennad 1
Lignez Jezuz
1Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham. 2Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d’e vreudeur. 3Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. 4Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon. 5Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese. 6Jese a voe tad d’ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri. 7Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa. 8Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia. 9Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia. 10Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia. 11Jozia a voe tad da Jekonia ha d’e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon. 12Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel. 13Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor. 14Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud. 15Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob. 16Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist. 17Bez’ ez eus eta en holl, eus Abraham betek David, pevarzek rummad, eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad, hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C’hrist, pevarzek rummad.
Ganedigezh Jezuz
18Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel. 19Jozef, he fried, o vezañ un den reizh, pa ne felle ket dezhañ he mezhekaat, a c’hoantaas he c’has kuit e-kuzh. 20Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel, 21hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù. 22Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: 23Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp. 24Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc’hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ. 25Hogen n’anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.

Currently Selected:

Mazhev 1: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy