YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 34

34
Pennad 34
Sichem a skrap hag a zizenor Dina
1Dina, ar verc'h he doa ganet Lea da Jakob, a yeas er-maez da welout merc'hed ar vro.
2Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
3E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.
4Sichem a gomzas da Hamor e dad hag a lavaras: Ro din ar plac'h yaouank-se da wreg.
5Jakob a anavezas penaos en doa dizenoret Dina e verc'h, met e vibien a oa er parkeier gant al loened, ha Jakob ne lavaras netra betek o distro.
6Hamor tad Sichem a zeuas da gomz ouzh Jakob.
7Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.
8Hamor a gomzas outo, o lavarout: Ene Sichem va mab a zo en em staget ouzh ho merc'h, roit hi dezhañ, me ho ped, da wreg.
9En em unanit ganeomp, reiñ a reot deomp ho merc'hed hag e kemerot hor merc'hed evidoc'h.
10Chom a reot ganeomp hag ar vro a vo deoc'h. Chomit enni, gwerzhit ha prenit madoù.
11Sichem a lavaras da dad ha da vreudeur Dina: Ra gavin trugarez dirak ho taoulagad hag e roin ar pezh a lavarot din.
12Goulennit diganin un douar bras ha kalz a brofoù, hag e roin deoc'h evel ma lavarot din, met roit din ar plac'h yaouank da wreg.
13Mibien Jakob a respontas gant touellerezh da Sichem ha da Hamor e dad. Komz a rejont evel-henn dre m'en doa dizenoret Dina o c'hoar.
14Lavarout a rejont: Un dra eo na c'hellomp ket ober, reiñ hor c'hoar d'un den diamdroc'h, rak kement-se a vefe ur vezh evidomp.
15Ne roimp ket ar pezh a c'houlennit diouzhimp, nemet e teufec'h da vezañ heñvel ouzhimp oc'h amdroc'hañ pep par en ho touez.
16Neuze e roimp deoc'h hor merc'hed hag e kemerimp ho merc'hed evidomp, hag e chomimp ganeoc'h hag e vimp ur bobl hepken.
17Met ma ne fell ket deoc'h selaou ouzhimp ha bezañ amdroc'het, e kemerimp hor merc'h hag ez aimp kuit.
18O c'homzoù a blijas da Hamor ha da Sichem mab Hamor.
19An den yaouank ne zaleas ket da ober kement-se, rak merc'h Jakob a blije dezhañ. Eñ a oa an hini uhelañ e ti e dad.
20Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hêr hag a gomzas ouzh tud kêr, o lavarout:
21An dud-se a zo peoc'hius en hor c'heñver, ra chomint er vro ha ra genwerzhint enni. Setu, ar vro a zo bras a-walc'h evito. Kemer a raimp o merc'hed evel gwragez hag e roimp dezho hor merc'hed.
22Met ne asanto an dud-se da chom ganeomp da vezañ ur bobl hepken, nemet e vefe amdroc'het pep par en hon touez evel ma'z int amdroc'het o-unan.
23O chatal hag o madoù hag o holl loened, ha ne vint ket deomp? Asantomp ganto war-se hepken, ha ra chomint ganeomp.
24Ar re holl a yae er-maez dre zor kêr a sentas ouzh Hamor hag ouzh Sichem e vab, ha pep par a yae dre zor kêr a voe amdroc'het.
25Hag e c'hoarvezas d'an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeras daou eus mibien Jakob, Simeon ha Levi breudeur Dina, pep hini e gleze, ha ma en em daoljont war ar gêr e peoc'h hag e lazhjont an holl bared.
26Lazhañ a rejont gant barvenn ar c'hleze Hamor ha Sichem e vab, hag e kemerjont Dina eus ti Sichem, hag ez ejont kuit.
27Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.
28Kemer a rejont o deñved, o ejened hag o ezen, ar pezh a oa e kêr hag er parkeier,
29preizhañ ha degas a rejont ganto an holl vadoù, o holl vugale vihan hag o gwragez ha kement a oa en tiez.
30Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.
31Respont a rejont: Hag ur c'hast a vo graet eus hor c'hoar?

Currently Selected:

Geneliezh 34: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy