YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 29

29
Pennad 29
Jakob en em gav gant Rachel hag en em ro e srvij Laban
1Jakob en em lakaas en hent hag a yeas da vro mibien ar Sav-heol.
2Sellout a reas ha setu, e welas ur puñs er parkeier; ha setu, e oa tri bagad deñved gourvezet e-kichen, rak eno e veze douraet an tropelloù. Ar maen a c'holoe genoù ar puñs a oa bras.
3An holl dropelloù en em zastume eno. Neuze e veze ruilhet ar maen diwar-c'horre genoù ar puñs hag e veze douraet an tropelloù, ha goude e veze lakaet ar maen en e lec'h war genoù ar puñs.
4Jakob a lavaras: Va breudeur, a-belec'h emaoc'h? Hag e responjont: Eus Charan emaomp.
5Lavarout a reas: Hag anavezout a rit Laban mab Nakor? Hag e responjont: Anavezout a reomp anezhañ.
6Lavarout a reas: Ha yac'h eo? Hag e respontjont: Yac'h eo ha setu Rachel e verc'h o tont gant an deñved.
7Lavarout a reas: Setu eo c'hoazh deiz bras, n'emañ ket ar c'houlz da zastum al loened. Dourait an deñved hag o c'hasit da beuriñ.
8Hag e responjont: Ne c'hellomp ket betek ma vo an holl dropelloù dastumet. Neuze e vez ruilhet ar maen diwar-c'horre genoù ar puñs hag e touraomp an deñved.
9Evel ma komze c'hoazh ganto, Rachel a erruas gant deñved he zad, rak mesaerez e oa.
10Adalek ma welas Jakob Rachel merc'h Laban breur e vamm, ha deñved Laban breur e vamm, e tostaas, e ruilhas ar maen diwar-c'horre genoù ar puñs, hag e touraas tropell Laban breur e vamm.
11Jakob a bokas da Rachel hag, o sevel e vouezh, en em lakaas da ouelañ.
12Jakob a lavaras da Rachel e oa kar d'he zad hag e oa mab Rebeka. Hi a redas da lavarout kement-se d'he zad.
13Kerkent ha ma klevas Laban komz diwar-benn Jakob mab e c'hoar, e redas d'e gavout, e vriataas anezhañ, e pokas dezhañ hag e lakaas anezhañ da zont en e di. Jakob a lavaras da Laban an holl draoù-se.
14Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.
15Neuze Laban a lavaras da Jakob: Ha va serviji evit netra dre ma'z out va breur? Lavar din pehini e vo da c'hopr.
16Laban en doa div verc'h, an hini henañ a veze galvet Lea hag an hini yaouankañ Rachel.
17Lea he doa daoulagad tener, Rachel a oa a vent vrav ha koant a zremm.
18Jakob a gare Rachel. Lavarout a reas: Da servijañ a rin seizh vloaz evit Rachel, da verc'h yaouankañ.
19Laban a lavaras: Gwelloc'h eo din he reiñ dit, eget he reiñ da unan all. Chom ganin.
20Jakob a servijas eta seizh vloaz evit Rachel, ha n'o c'havas nemet un nebeud devezhioù dre ma kare anezhi.
21Ha Jakob a lavaras da Laban: Ro din va gwreg, rak echu eo va amzer hag ez in daveti.
22Laban a zastumas holl dud al lec'h-se hag a reas ur fest.
23Da noz, e kemeras Lea e verc'h, he c'hasas da Jakob, hag hemañ a zeuas daveti.
24Laban a roas e vatezh Zilpa evel matezh da Lea e verc'h.
25Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?
26Laban a lavaras: N'eo ket ar c'hiz el lec'h-mañ reiñ an hini yaouankañ a-raok an hini henañ.
27Echu ar sizhunvezh gant houmañ hag e roimp dit ivez eben, evit ar servij a ri c'hoazh amañ e-pad seizh vloaz all.
28Jakob a reas evel-se, echuiñ a reas ar sizhunvezh gant houmañ. Neuze Laban a roas dezhañ Rachel e verc'h da wreg.
29Laban a roas e vatezh Bilha evel matezh da Rachel e verc'h.
30Dont a reas ivez davet Rachel hag e karas Rachel muioc'h eget Lea. Hag e servijas e ti Laban c'hoazh seizh vloaz all.
31An AOTROU, o welout e oa Lea kasaet, a zigoras he mammog, met Rachel a oa gaonac'h.
32Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben#29:32 = gwelet en deus va glac'har, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.
33Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: An AOTROU en deus klevet e oan kasaet hag en deus roet din c'hoazh hemañ. Hag e c'halvas anezhañ Simeon#29:33 = klevet en deus.
34Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mañ va ozhac'h a stago ouzhin, rak ganet em eus dezhañ tri mab. Setu perak e voe galvet Levi#29:34 = staget ouzh.
35Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mañ e veulin an AOTROU. Setu perak e c'halvas anezhañ Juda#29:35 = meuleudi. Hag e paouezas da gaout bugale.

Currently Selected:

Geneliezh 29: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy