YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 27

27
Pennad 27
Jakob a zo benniget gant Izaak
1Erruout a reas, pa oa deuet Izaak da vezañ kozh hag e zaoulagad re zinerzh evit gwelout, ma c'halvas Ezaü e vab henañ ha ma lavaras: Va mab! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
2Lavarout a reas: Setu ez on kozh ha n'anavezan ket deiz va marv.
3Bremañ eta, kemer, me az ped, da armoù, da glaouier ha da wareg, ha kae war ar maezioù ha kemer din ur jiber.
4Fich din ur meuz mat evel ma karan, degas anezhañ din evit m'en debrin; ha ma vennigo va ene ac'hanout a-raok ma varvin.
5Rebeka a selaoue e-pad ma komze Izaak d'e vab Ezaü. Ezaü a yeas eta war ar maezioù da chaseal jiber ha d'e zegas.
6Rebeka a gomzas da Jakob e vab hag a lavaras: Setu, klevet em eus da dad o komz gant Ezaü da vreur hag o lavarout dezhañ:
7Degas din jiber ha fich din ur meuz mat evit m'en debrin, ha ma vennigin ac'hanout dirak an AOTROU a-raok ma varvin.
8Bremañ eta, va mab, sent ouzh va mouezh er pezh ez an da c'hourc'hemenn dit.
9Kae da gemer din en tropell daou venn-gavr mat ha me a ficho da'z tad ur meuz mat evel ma plij dezhañ.
10Te en kaso da'z tad evit ma tebro ha ma vennigo ac'hanout a-raok e varv.
11Jakob a respontas da Rebeka e vamm: Setu, Ezaü va breur a zo blevek ha me n'on ket.
12Marteze va zad a dastorno ac'hanon hag am c'hemero evel un toueller, hag e tennin warnon e vallozh ha nann e vennozh.
13E vamm a lavaras: Ra vo da vallozh warnon, va mab. Sent ouzh va mouezh ha kae da gerc'hat anezho.
14Mont a reas eta d'o c'herc'hat hag o degasas d'e vamm. Hi a fichas ar meuz mat evel ma plije d'e dad.
15Neuze Rebeka a gemeras kaerañ dilhad Ezaü he mab henañ, he doa en he c'hichen en ti, hag o gwiskas da Jakob he mab yaouankañ.
16Gant kroc'hen ar menned-gavr e c'holoas e zaouarn hag e c'houzoug a oa hep blev.
17Lakaat a reas ar meuz mat hag ar bara he doa fichet e dorn Jakob he mab.
18Dont a reas da gavout e dad hag e lavaras: Va zad! Eñ a respontas: Setu-me amañ! Piv out, va mab?
19Jakob a lavaras d'e dad: Me eo Ezaü da vab henañ. Graet em eus ar pezh ac'h eus gourc'hemennet din. Sav, me az ped, azez ha debr eus va jiber evit ma vennigo da ene ac'hanon.
20Izaak a lavaras d'e vab: Penaos ec'h eus kavet ken buan, va mab? Eñ a lavaras: An AOTROU da Zoue en deus lakaet ac'hanon d'e gavout.
21Izaak a lavaras da Jakob: Tosta, ma tastornin ac'hanout va mab. Ha te eo va mab Ezaü pe n'out ket?
22Jakob a dostaas eta ouzh Izaak e dad. Eñ a dastornas anezhañ hag a lavaras: Ar vouezh eo mouezh Jakob, met an daouarn eo daouarn Ezaü.
23N'anaveze ket anezhañ rak e zaouarn a oa blevek evel daouarn Ezaü e vreur, hag e vennigas anezhañ.
24Lavarout a reas: Te eo va mab Ezaü? Hemañ a respontas: Me eo.
25Neuze e lavaras: Servij ac'hanon evit ma tebrin eus jiber va mab ha ma vennigo va ene ac'hanout. Hag e servijas anezhañ, hag e tebras. Degas a reas dezhañ ivez gwin, hag ec'h evas.
26Neuze Izaak e dad a lavaras: Tosta ha pok din, va mab.
27Tostaat a reas hag e pokas dezhañ. Izaak a c'hweshaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhañ, o lavarout: Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU.
28Ra roio Doue dit glizhenn an neñvoù ha druzoni an douar, hag ur fonnder a winizh hag a win!
29Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!
30Erruout a reas, kerkent evel m'en doa echuet Izaak da vennigañ Jakob ha ma oa Jakob a-boan aet a-zirak Izaak e dad, ma tistroas Ezaü e vreur eus ar chase.
31Eñ a fichas ivez ur meuz mat, a zegasas anezhañ d'e dad hag a lavaras d'e dad: Ra savo va zad ha ra zebro eus jiber e vab evit ma vennigo da ene ac'hanon.
32Izaak e dad a lavaras: Piv out? Hag e lavaras: Me eo da vab kentañ-ganet, Ezaü.
33Izaak a grenas gant un trid-kalon hag a lavaras: Piv eta eo an hini en deus kemeret jiber ha degaset din? Debret em eus a bep tra a-raok ma teujout, hag em eus e venniget hag e vo benniget.
34Adalek ma klevas Ezaü komzoù e dad, e laoskas ur griadenn gwall vras ha gwall c'hwerv, hag e lavaras d'e dad: Bennig-me ivez, va zad.
35Hemañ a lavaras: Da vreur a zo deuet dre douellerezh hag en deus kemeret da vennozh.
36Ezaü a lavaras: Abalamour ma'z eo anvet Jakob, en deus distroadet ac'hanon div wech? Kemeret en deus va henañded, ha setu bremañ e kas gantañ va bennozh. Neuze e lavaras: Ha ne'c'h eus ket miret bennozh ebet evidon?
37Izaak a respontas hag a lavaras da Ezaü: Setu, e lakaet em eus da vestr dit ha roet em eus dezhañ e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em eus a winizh hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab?
38Ezaü a lavaras d'e dad: Ha ne'c'h eus nemet ar vennozh-se, va zad? Bennig ac'hanon ivez, va zad! Ezaü a savas e vouezh hag a ouelas.
39Izaak e dad a respontas hag a lavaras: Setu, da chomlec'h a vo eus druzoni an douar hag eus glizhenn an neñvoù d'an nec'h.
40Bevañ a ri eus da gleze ha servijañ a ri da vreur, met c'hoarvezout a raio, evel ma vi redus, ma torri e yev a-zivar c'horre da c'houzoug.
41Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhañ e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.
42Lavaret e voe da Rebeka komzoù Ezaü he mab henañ, hag e kasas da c'hervel Jakob he mab yaouankañ hag e lavaras: Setu, Ezaü da vreur a fell dezhañ en em veñjiñ en ur lazhañ ac'hanout.
43Bremañ eta, va mab, sent ouzh va mouezh. Sav, tec'h etrezek Laban va breur, da Charan.
44Chom a ri gantañ un nebeud amzer betek ma vo tremenet kounnar da vreur,
45betek ma vo fulor da vreur distroet diouzhit ha m'en devo ankounac'haet ar pezh ac'h eus graet dezhañ. Neuze e kasin da'z kerc'hat ac'hane. Perak e vefen forc'het ac'hanoc'h ho-taou en hevelep deiz?
46Rebeka a lavaras da Izaak: Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez?

Currently Selected:

Geneliezh 27: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy