YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 26

26
Pennad 26
Abimelek
1Bez' e voe un naonegezh er vro-se, ouzhpenn an hini gentañ a oa bet en amzer Abraham. Izaak a yeas etrezek Abimelek roue ar Filistined, da C'herar.
2An AOTROU en em ziskouezas dezhañ hag a lavaras: Na ziskenn ket en Ejipt, chom er vro a lavarin dit.
3Chom er vro-mañ, ha me a vo ganit hag a vennigo ac'hanout. Rak reiñ a rin dit ha da'z lignez an holl vroioù-se hag e rin hervez al le am eus graet da Abraham da dad.
4Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,
5dre m'en deus sentet Abraham ouzh va mouezh ha miret ar pezh am boa urzhiet dezhañ, va gourc'hemennoù, va reolennoù ha va lezennoù.
6Izaak a chomas eta e Gerar.
7Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.
8C'hoarvezout a reas p'en doe tremenet un amzer pell a-walc'h eno, ma sellas Abimelek roue ar Filistined dre ar prenestr, hag e welas Izaak o c'hoari gant Rebeka e wreg.
9Abimelek a c'halvas Izaak hag a lavaras: Anat eo penaos eo da wreg. Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo? Izaak a respontas: Komzet em eus evel-se rak aon am eus bet na vijen lazhet en abeg dezhi.
10Abimelek a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? War-vete nebeut unan bennak eus ar bobl en dije kemeret da wreg hag hol lakaet kablus.
11Abimelek a roas an urzh-mañ d'an holl bobl: An hini a stoko ouzh an den-se pe ouzh e wreg a vo lakaet da varv.
12Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.
13An den-se a zeuas da vezañ bras, hag ez ae bepred en ur greskiñ betek ma teuas da vezañ gwall binvidik.
14Bez' en doe tropelloù deñved ha tropelloù ejened, hag un niver bras a servijerien. Ar Filistined o doe gwarizi outañ,
15hag e leugnjont an holl buñsoù toullet gant servijerien e dad en amzer Abraham e dad. Ar Filistined o leunias gant douar hag o stouvas.
16Abimelek a lavaras da Izaak: Kae kuit ac'hann, rak deuet out da vezañ kalz galloudusoc'h egedomp.
17Izaak a yeas kuit, a gampas e traonienn Gerar hag a chomas enni.
18Izaak a doullas eno a-nevez puñsoù dour a oa bet toullet en amzer Abraham e dad hag a oa bet stouvet gant ar Filistined goude marv Abraham, hag e roas dezho an hevelep anvioù evel m'en doa roet e dad.
19Servijerien Izaak a doullas er blaenenn, hag e kavjont enni ur puñs dour bev.
20Mesaerien Gerar a glaskas tabut ouzh mesaerien Izaak, o lavarout: An dour a zo deomp. Gervel a reas ar puñs Esek#26:20 = tabut dre m'o doa stourmet gantañ.
21Ur puñs all a doulljont, hag evitañ ivez e klaskjont tabut. Gervel a reas anezhañ Sitna#26:21 = tamall
22Mont a reas ac'hane hag e toullas ur puñs all, na glaskjont ket tabut evitañ. Gervel a reas anezhañ Rehobod#26:22 = tachad ledan, hag e lavaras: Bremañ eo en deus ledanaet an AOTROU deomp, hag e kreskimp er vro.
23Ac'hane e pignas da Veer-Sheba.
24An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
25Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anv an AOTROU; eno e fichas e deltenn. Servijerien Izaak a doullas eno ur puñs.
26Abimelek a zeuas d'e gavout eus Gerar, gant Ahuzad e vignon, ha Pikol penn e arme.
27Izaak a lavaras: Perak e teuit etrezek ennon, pa gasait ac'hanon ha pa hoc'h eus va c'haset kuit eus ho touez?
28Respont a rejont: Gwelout a reomp sklaer emañ an AOTROU ganit, hag e lavaromp: Ra vo ul le etrezomp, etre ni ha te, ha greomp un emglev ganit!
29Tou na ri droug ebet deomp, evel ma n'hon eus ket stoket ouzhit ha ma n'hon eus graet dit nemet vad ha ma hon eus da lezet da vont e peoc'h. Benniget out bremañ gant an AOTROU.
30Ur fest a reas dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont.
31Sevel a rejont beure-mat hag e rejont leoù an eil d'egile. Izaak o c'hasas war o c'hiz hag ez ejont kuit e peoc'h.
32Erruout a reas en hevelep deiz, ma teuas servijerien Izaak da reiñ keloù dezhañ diwar-benn ar puñs o doa toullet, hag e lavarjont: Kavet hon eus dour.
33Gervel a reas anezhañ Shiba#26:33 = le. Setu perak eo kêr anvet Beer-Sheba#26:33 = puñs al le betek hiziv.
34Ezaü, oadet a zaou-ugent vloaz, a gemeras da wragez Judid merc'h Beeri an Hitit ha Basmad merc'h Elon an Hitit.
35Ar re-mañ a voe ur c'hwervder a spered da Izaak ha Rebeka.

Currently Selected:

Geneliezh 26: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy