YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 23

23
Pennad 23
Marv Sara. Abraham a bren Makpela
1Sara a vevas kant seizh vloaz warn-ugent, ar re-se eo bloavezhioù buhez Sara.
2Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.
3Neuze Abraham a savas a-zirak e varv hag a gomzas da vugale Hed:
4Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhañ a-zirazon.
5Mibien Hed a respontas da Abraham, o lavarout:
6Selaou ac'hanomp, va aotrou. Ur priñs a-berzh Doue emaout en hor c'hreiz, sebeilh da varv en hini eus hor bezioù a zibabo. Hini ac'hanomp ne viro ouzhit e vez evit sebeliañ da varv.
7Neuze Abraham a savas hag a stouas dirak pobl ar vro, dirak bugale Hed.
8Lavarout a reas: Mar plij ganeoc'h e sebeilhfen va marv hag e lamfen anezhañ a-zirazon, selaouit ac'hanon hag erbedit evidon e-kichen Efron mab Zohar,
9evit ma roio din kev Makpela a zo dezhañ hag a zo e penn e bark; ra roio din anezhañ evit e dalvoudegezh leun, evel ul lec'h-bez a vo din en ho kreiz.
10Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontas da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhañ ha dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr, hag e lavaras:
11Nann, va aotrou, selaou ouzhin: Ar park a roan dit, ar c'hev a zo ennañ a roan dit ivez. E reiñ a ran dit dirak mibien va fobl; sebeilh da varv.
12Abraham a stouas dirak pobl ar vro.
13Komz a reas da Efron dirak pobl ar vro a selaoue anezhañ, hag e lavaras: Koulskoude, selaou ac'hanon, me az ped: Me a ro arc'hant ar park, kemer anezhañ diganin hag e sebeilhin ennañ va marv.
14Efron a respontas da Abraham, o lavarout:
15Va aotrou, selaou ac'hanon: Un douar a bevar c'hant sikl arc'hant#23:15   4 kg a arc'hant etre te ha me, petra eo kement-se?
16Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.
17Park Efron a oa e Makpela dirak Mamre, ar park hag ar c'hev a oa ennañ hag an holl wez a oa er park betek e harzoù tro-dro,
18a voe suraet e dalc'h da Abraham dirak mibien Hed, dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr.
19Goude-se, Abraham a sebelias Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan.
20Ar park hag ar c'hev a zo ennañ a voe suraet gant an Hitited da Abraham evel ul lec'h-bez a oa dezhañ.

Currently Selected:

Geneliezh 23: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy