YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 21

21
Pennad 21
Ganedigezh Izaak. Agar a zo argaset
1An AOTROU a weladennas Sara evel m'en doa lavaret, hag an AOTROU a reas da Sara evel m'en doa komzet.
2Sara a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Abraham en e gozhni, en amzer m'en doa lavaret Doue.
3Abraham a c'halvas ar mab a oa bet ganet dezhañ, a oa bet ganet dezhañ gant Sara, Izaak.
4Abraham a amdroc'has Izaak e vab d'an oad a eizh deiz, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.
5Abraham a oa en oad a gant vloaz pa voe Izaak e vab ganet dezhañ.
6Sara a lavaras: Doue en deus graet din un dra a lakaio da c'hoarzhin, ar re holl en anavezo a c'hoarzho diwar va fenn.
7Lavarout a reas: Piv en dije lavaret da Abraham e roje Sara da zenañ da vugale? Rak ganet em eus dezhañ ur mab en e gozhni.
8Ar bugel a greskas hag a voe dizonet. Abraham a reas ur fest vras en deiz ma voe Izaak dizonet.
9Sara a welas mab Agar an Ejipsianez o c'hoarzhin, an hini he doa ganet da Abraham.
10Hag e lavaras da Abraham: Kas kuit ar vatezh-se hag he mab, rak mab ar vatezh-se ne vo ket hêr gant va mab, gant Izaak.
11Ar gomz-mañ a zisplijas kalz da Abraham abalamour d'e vab.
12Met Doue a lavaras da Abraham: Ra chomo kement-se hep displijout dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.
13Me a raio ivez eus mab ar vatezh ur vroad, dre ma'z eo eus da ouenn.
14Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.
15Pa voe goullo ar sac'h-lêr, e lezas ar bugel dindan bodoù gwez.
16Mont a reas d'azezañ dirazañ war-hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae: Gant na welin ket ar bugel o vervel! Hi a azezas dirazañ, a savas he mouezh hag a ouelas.
17Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neñv hag a lavaras: Petra ac'h eus Agar? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emañ.
18Sav, kemer ar bugel ha dalc'h anezhañ dre e zorn, rak me a raio dioutañ ur bobl vras.
19Doue a zigoras dezhi he daoulagad, hag e welas ur puñs dour. Mont a reas da leuniañ ennañ ar sac'h-lêr hag e roas da evañ d'ar bugel.
20Doue a voe gant ar bugel hag e kreskas. Chom a reas er gouelec'h hag e teuas da vezañ un tenner gwareg.
21Chom a reas e gouelec'h Paran hag e vamm a gemeras dezhañ ur wreg eus bro Ejipt.
22Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout: Doue a zo ganit e kement a rez.
23Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.
24Abraham a respontas: Henn touiñ a rin dit.
25Met Abraham a glemmas da Abimelek diwar-benn ur puñs dour a oa bet kemeret dre heg gant servijerien Abimelek.
26Abimelek a respontas: N'ouzon ket piv en deus graet kement-se; te da-unan ne'z poa lavaret netra din, ha me ne'm eus klevet nemet hiziv komz a gement-se.
27Abraham a gemeras deñved hag ejened hag o roas da Abimelek, hag e rejont o-daou un emglev.
28Abraham a lakaas a-du seizh dañvad yaouank eus an tropell.
29Abimelek a lavaras da Abraham: Petra eo ar seizh dañvad yaouank-se ac'h eus lakaet a-du.
30Respont a reas: Degemer a ri ar seizh dañvad yaouank-se eus va dorn, evit ma vo kement-se un testeni em eus kleuzet ar puñs-se.
31Setu perak e c'halvas al lec'h-se Beer-Sheba#21:31 = puñs al le, rak touiñ a rejont o-daou.
32Ober a rejont eta un emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savas gant Pikol penn e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined.
33Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus.
34Abraham a voe o chom e-pad pell e bro ar Filistined.

Currently Selected:

Geneliezh 21: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy