YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 20

20
Pennad 20
Abraham hag Abimelek
1Abraham a yeas ac'hane war-zu bro ar C'hreisteiz, hag e chomas etre Kadesh ha Shur. Chom a reas e Gerar.
2Abraham a lavaras eus Sara e wreg: Va c'hoar eo. Abimelek, roue Gerar, a gasas da skrapañ Sara.
3Met Doue a zeuas da gavout Abimelek en noz dre un huñvre hag a lavaras: Setu, te a zo marv abalamour d'ar wreg ac'h eus kemeret, rak ur pried he deus.
4Abimelek n'en doa ket tostaet outi. Respont a reas: Aotrou, ha lakaat a ri zoken da vezañ kollet ur vroad reizh?
5Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.
6Doue a lavaras dezhañ en un huñvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Setu perak n'em eus ket da lezet da stekiñ outi.
7Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.
8Abimelek a savas beure-mat, a c'halvas e holl servijerien hag a lavaras dezho an holl draoù-mañ. An dud-se a voe leuniet a zoujañs.
9Abimelek a c'halvas ivez Abraham hag a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? Hag e petra em eus manket dit, ma ec'h eus lakaet da zont warnon ha war va rouantelezh ur pec'hed ken bras? Graet ec'h eus em c'heñver traoù na dleer ket ober.
10Abimelek a lavaras da Abraham: Petra a soñjes en ur ober evel-se?
11Abraham a respontas: Lavaret em boa ennon va-unan: N'eus ket a-dra-sur doujañs Doue el lec'h-mañ, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg.
12Met e gwirionez va c'hoar eo ivez, merc'h da'm zad, hogen n'eo ket merc'h da'm mamm hag eo deuet da vezañ va gwreg.
13Pa lakaas Doue ac'hanon da gantren pell eus ti va zad, e lavaris dezhi: Setu ar vadelezh a ri din, en holl lec'hioù ma'z aimp, lavar ac'hanon: Va breur eo.
14Abimelek a gemeras deñved hag ejened, mevelien ha mitizhien, hag e roas anezho da Abraham. Rentañ a reas dezhañ Sara e wreg.
15Abimelek a lavaras: Setu va bro a zo dirazout, chom e-lec'h ma plijo dit.
16Lavarout a reas da Sara: Setu, em eus roet da'z preur mil pezh arc'hant; bez' e vo evidout ur gouel war da zaoulagad dirak ar re holl a zo ganit, hag e-kichen an holl e vi reishaet.
17Abraham a bedas Doue, ha Doue a yac'haas Abimelek, e wreg hag e vitizhien, hag e c'hanjont.
18Rak an AOTROU en doa serret ar mammoù en holl di Abimelek, abalamour da Sara gwreg Abraham.

Currently Selected:

Geneliezh 20: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy