YouVersion Logo
Search Icon

Galated 4

4
Pennad 4
1Hogen e lavaran penaos keit ha ma’z eo an heritour bugel, n’eo disheñvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma’z eo mestr a bep tra, 2met emañ dindan renerien ha kulatored betek an amzer merket gant an tad. 3Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed. 4Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn, 5evit dasprenañ ar re a oa dindan al lezenn hag evit ober ac’hanomp e advibien. 6Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad! 7Dre-se n’out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist.
Paol chalet gant ar C’halated
8Gwechall, evit gwir, dre ma n’anavezec’h ket Doue, e servijec’h doueed ha n’int ket doueed dre o natur, 9met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez? 10Mirout a rit gant aked an deizioù, ar mizioù, an amzerioù hag ar bloavezhioù. 11Aon am eus evidoc’h ne’m befe labouret en aner en ho keñver. 12Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc’h. N’hoc’h eus graet gaou ebet ouzhin. 13Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc’h diaraok an Aviel e poanioù ar c’hig, 14ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist. 15Petra eta a rae neuze hoc’h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc’h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din. 16Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez? 17Gredus int evidoc’h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagañ diouzhimp evit ma viot gredus evito. 18Mat eo bezañ gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa’z on ganeoc’h en ho touez. 19Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h, 20hag e karfen bezañ bremañ asambles ganeoc’h ha cheñch va c’homzoù, rak e poan vras on abalamour deoc’h.
An daou emglev: Agar ha Sara
21Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn? 22Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank. 23Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c’hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa. 24An traoù-mañ a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c’han evit ar sklavelezh, Agar eo, 25rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale. 26Met ar Jeruzalem d’an nec’h a zo frank, hi eo a zo mamm deomp holl, 27rak skrivet eo: En em laouena, sec’henn, te na c’hanez ket, strak ha laosk kriadennoù, te na c’houzañvez ket gwentloù ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc’h eget re ar wreg he doa ur pried. 28Evidomp, breudeur, ni a zo bugale ar bromesa evel Izaak, 29hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c’hig, evel-se emañ ivez bremañ. 30Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n’en devo ket e hêrezh gant mab ar wreg frank. 31Breudeur, n’omp ket bugale ar sklavourez, met bugale ar wreg frank.

Currently Selected:

Galated 4: Koad21

Highlight

Copy

Compare

Share

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in