Efeziz 3:16-19
Efeziz 3:16-19 KOAD21
evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh, evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez, e c’hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder, hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.






