YouVersion Logo
Search Icon

Oberoù an Ebestel 24

24
Pennad 24
Paol tamallet dirak Feliks
1Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour. 2Hemañ o vezañ bet galvet, Tertulluz en em lakaas d’e damall, o lavarout: 3Feliks mat meurbet, anzav a reomp en holl draoù ha dre holl lec’hioù, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc’h bras, drezout ha dre an oberoù kaer a zo bet graet d’ar vroad-mañ dre da breder. 4Met, evit na zalc’hin ket ac’hanout pelloc’h, e pedan ac’hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoù-mañ. 5Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi, 6hag en deus klasket zoken disakrañ an templ. Ni hor boa kroget ennañ, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn, 7met ar c’habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh, 8o c’hourc’hemenn d’e damallerien dont da’z kavout. Bez’ e c’helli anavezout da-unan digantañ, en ur ober goulennoù outañ, an holl draoù a damallomp dezhañ. 9Ar Yuzevien ivez en em unanas d’an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se. 10Goude m’en doe ar gouarnour graet sin dezhañ da gomz, Paol a respontas: Oc’h anavezout penaos out barner d’ar vroad-mañ abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziañs. 11Rak e c’hellez anavezout penaos n’eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma’z on pignet da Jeruzalem da azeuliñ. 12N’o deus ket kavet ac’hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoù pe e kêr o tastum ar bobl, 13ha ne c’hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ. 14Met ec’h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c’halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded, 15hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c’hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh. 16Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud. 17Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da’m broad aluzenoù ha profoù. 18Pa oan oc’h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac’hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet. 19Int oc’h-unan a dlefe bezañ deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din. 20Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c’havet kablus pa’z on bet lakaet dirak ar sanedrin, 21nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c’hreiz: Abalamour d’an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc’h.
Paol a chom prizoniad daou vloavezh e Kezarea
22Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c’habiten Lisiaz, e sellin resisoc’h ouzh hoc’h afer. 23Hag e c’hourc’hemennas d’ar c’hantener diwall Paol, o lezel gantañ ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d’e servijañ pe da zont d’e welout. 24Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc’hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist. 25Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro. 26Esperout a rae ivez e roje Paol arc’hant dezhañ, evit ma laoskje anezhañ frank. Dre-se e kasas alies d’e gerc’hat da gomz gantañ. 27Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.

Highlight

Share

Compare

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in