YouVersion Logo
Search Icon

Oberoù an Ebestel 21

21
Pennad 21
Paol e Tir
1Goude bezañ dispartiet diouto, e pignjomp war al lestr, e teujomp eeun da g-Koz, an deiz war-lerc’h da Rod, hag ac’hane da b-Patara. 2O vezañ kavet ur vatimant a yae da Fenikia, e pignjont warni hag ez ejomp kuit. 3O vezañ gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezañ lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c’harg eno. 4O vezañ kavet an diskibien, e chomjomp seizh devezh eno. Lavarout a rejont da Baol dre ar Spered chom hep pignat da Jeruzalem. 5Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec’h ambrougjont ac’hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet. 6Goude bezañ kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d’o ziez.
Paol e Ptolemaiz hag e Kezarea
7Oc’h echuiñ hor beaj dre vor, eus Tir e teujomp da b-Ptolemaiz. Goude bezañ saludet ar vreudeur, e chomjomp un devezh ganto. 8An deiz war-lerc’h, Paol ha ni a oa gantañ a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno. 9Hemañ en doa peder merc’h gwerc’hezed a brofede. 10Evel ma chomjomp eno meur a zevezh, ur profed anvet Agabuz a zeuas eus Judea. 11Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed. 12P’hon doe klevet kement-se, ni ha tud al lec’h-se a bedas anezhañ na bignje ket da Jeruzalem. 13Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz. 14O vezañ ne c’hellemp ket e gendrec’hiñ, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou! 15Goude an deizioù-se, o vezañ graet hor pakadoù, e pignjomp da Jeruzalem. 16Diskibien eus Kezarea a zeuas ivez ganeomp, o tegas un den anvet Mnason eus Kiprenez, un diskibl a-bell zo, ma tleemp lojañ en e di.
Paol e Jeruzalem; gweladenn da Jakez
17Pa voemp erru e Jeruzalem, ar vreudeur hon degemeras gant levenez. 18An deiz war-lerc’h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno. 19Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh. 20Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn. 21Klevet o deus penaos e kelennez d’an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc’hañ o bugale na derc’hel ar gizioù. 22Petra eta a zo d’ober? A-dra-sur ar bobl en em zastumo, rak klevet a raint ez out deuet. 23Gra eta ar pezh emaomp o vont da lavarout dit: Amañ hon eus pevar den o deus graet ur gouestl. 24Kemer anezho ganit, en em c’hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzañ o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n’eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac’hanout, met e kendalc’hez da virout al lezenn. 25Evit ar pezh a sell ouzh ar baganed o deus kredet, hon eus kavet mat hag hon eus skrivet dezho na dleent mirout netra eus ar seurt-se, met en em virout hepken diouzh ar pezh a zo aberzhet d’an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo mouget ha diouzh ar c’hadaliezh. 26Neuze Paol, o vezañ kemeret an dud-se an deiz war-lerc’h, en em c’hlanaas ganto, a yeas en templ en ur reiñ da anavezout an deizioù ma vije peurc’hraet ar c’hlanidigezh ha pegoulz e vije kinniget ar prof evit pep hini anezho.
Paol harzet e-barzh an templ
27Evel ma’z ae ar seizh devezh da vezañ leuniet, ar Yuzevien eus Azia a welas anezhañ en templ, a lakaas ar bobl d’en em sevel hag a grogas ennañ, 28o krial: Tud a Israel, sikourit ac’hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec’h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec’h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec’h santel-mañ. 29Rak gwelet o doa diagent Trofim eus Efez e kêr gantañ, hag e kredent en doa Paol e zegaset e-barzh an templ. 30Ar gêr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezañ kroget e Paol, e stlejont anezhañ er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoù. 31Evel ma klaskent e lazhañ, ar vrud a zeuas betek kabiten ar gohortenn penaos e oa holl gêr Jeruzalem dispac’het. 32Kerkent e kemeras soudarded ha kantenerien gantañ, hag e redas d’o c’havout. O welout ar c’habiten hag ar soudarded, e paouezjont da bilat Paol. 33Neuze ar c’habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c’hourc’hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet. 34Met e-touez ar bobl darn a grie en un doare, darn en un doare all. Dre na c’hellas ket anavezout ar wirionez gant an trouz, e c’hourc’hemennas e gas d’ar c’hreñvlec’h. 35Pa voe erru war ar skalieroù, e voe ret d’ar soudarded e zougen abalamour da fulor ar bobl, 36rak ur mor a dud a heulie anezhañ, o krial: Lazh anezhañ! 37Pa voe Paol o vont da antren er c’hreñvlec’h, e lavaras d’ar c’habiten: Hag aotreet eo din lavarout un dra bennak? Eñ a respontas: Gouzout a rez ar gresianeg? 38N’out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d’an dispac’h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d’al lec’h distro pevar mil laer? 39Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da’m lezel da gomz d’ar bobl. 40P’en doe e aotreet d’ober, Paol en em zalc’has war ar skalieroù hag a reas sin gant e zorn d’ar bobl. Ur sioulded vras o vezañ en em c’hraet, e lavaras e yezh hebraek:

Highlight

Copy

Compare

Share

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in